Mont d’an endalc’had

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1965

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1965
Kampion ar vlenierien: Jim Clark
Kampion ar saverien: Lotus-Climax
A-raok: 1964 War-lerc'h: 1966

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1965 a zo bet gounezet gant ar skosat Jim Clark gant Lotus-Climax. Mont a ra maout ar saverien gant Lotus.

Reolennoù sportel

  • Nemet ar c'hwec'h disoc'h gwellañ ne vez miret.
  • Roet e vez ar poentoù hervez ar feurbriz 9, 6, 4, 3, 2, 1.

Reolennoù teknikel

  • Kefluskerioù aerwask 1500 km³.
  • Kefluskerioù turbo difennet.

Blenierien ha kirri

Goude nemet un nebeud sizhunioù etre-mareoù, o rakwelout ur cheñchamant teknikel evit 1966, a grog ar gevezadeg 1965 e Suafrika d'ar 1 a viz Genver 1965 gant tost ar memes kirri hag e 1964.

Mirout a ra Ferrari e vlenierien John Surtees ha Lorenzo Bandini, evel Lotus a gendalc'h kaout fiziañs e Mike Spence (Peter Arundell a zo gloazet c'hoazh) evit bleniañ e-kichen ar c'hampion skos Jim Clark. Cheñchamant ebet ivez gant Brabham, kaset gant ar blenier-rener Jack Brabham (a vlein mui pe mui, evit mirout ul lagad war aferioù e skipailh, erlec'hiet gant ar blenier zelandnevezat Denny Hulme) ha gant Dan Gurney.

Ur c'henskiper nevez en deus Graham Hill gant BRM, Richie Ginther a zo bet erlec'hiet gant an deraouad skos Jackie Stewart. Aet eo Ginther da Honda a ra anezhañ e vlenier kentañ, Ronnie Bucknum o tisplegañ ar c'harr.

Ur cheñchamant a zo ivez gant Copper e lec'h ma ya kuit er-maez ar Formulenn 1 an ez-kampion bed Phill Hill goude un tremen evel ul luc'hedenn. Erlec'hiet eo bet gant an aostrian yaounank Jochen Rindt, pa chom Bruce McLaren ar blenier kentañ.

Roll penn-da-benn ar skipailhoù hag ar vlenierien o doa kemeret perzh e-barzh kevezadeg 1965 ar Formulenn 1, aozet gant ar FIA.

Skipailh Saver Kastell-karr Keflusker Band.-rod Blenierien Redadegoù
Scuderia Ferrari SpA SEFAC
North American Racing Team
Ferrari 158
1512
Ferrari 205B 1.5 V8
Ferrari 207 1.5 Flat-12
D John Surtees 1–8
Lorenzo Bandini Holl
Nino Vaccarella 8
Pedro Rodríguez 9-10
Bob Bondurant 9
Ludovico Scarfiotti 10
Owen Racing Organisation BRM P261 BRM P60 1.5 V8 D Graham Hill Holl
Jackie Stewart Holl
Team Lotus Lotus 33
25
Climax FWMV 1.5 V8 D Jim Clark 1, 3-10
Mike Spence 1, 3-10
Gerhard Mitter 7
Giacomo « Geki » Russo 8
Moisés Solana 9-10
Brabham Racing Organisation Brabham BT11 Climax FWMV 1.5 V8 G Jack Brabham 1-3, 5, 7, 9-10
Dan Gurney 1, 3-10
Denny Hulme 2, 4-8
Giancarlo Baghetti 8
Cooper Car Company Cooper T77
T73
Climax FWMV 1.5 V8 D Bruce McLaren Holl
Jochen Rindt Holl
Rob Walker Racing Team Brabham BT7
BT11
Climax FWMV 1.5 V8
BRM P56 1.5 V8
D Joakim Bonnier Holl
Joseph Siffert Holl
DW Racing Enterprises Brabham
Lotus
BT11
33
Climax FWMV 1.5 V8 D Bob Anderson 1-7
Paul Hawkins 2, 7
Reg Parnell Racing Lotus 25
33
BRM P56 1.5 V8 D Tony Maggs 1
Richard Attwood 2-3, 5-10
Mike Hailwood 2
Innes Ireland 3-6, 8-10
Chris Amon 4, 7
Bob Bondurant 10
John Willment Automobiles Brabham BT11
BT10
BRM P56 1.5 V8
Ford 109E 1.5 L4
D Frank Gardner 1-3, 5-8
Paul Hawkins 1
John Love Cooper T55 Climax FPF 1.5 L4 D John Love 1
David Prophet Brabham BT10 Ford 109E 1.5 L4 D David Prophet 1
Otelle Nucci Alfa Romeo
LDS
Special
Mk 2
Alfa Romeo Giulietta 1.5 L4
Climax FPF 1.5 L4
D Peter de Klerk 1
Doug Serrurier 1
Lawson Organisation Lotus 21 Climax FPF 1.5 L4 D Ernie Pieterse 1
Scuderia Scribante Lotus 21 Climax FPF 1.5 L4 D Neville Lederle 1
Clive Puzey Lotus 18-21 Climax FPF 1.5 L4 D Clive Puzey 1
Sam Tingle LDS Mk 1 Alfa Romeo Giulietta 1.5 L4 D Sam Tingle 1
Ted Lanfear Lotus 22 Ford 109E 1.5 L4 D Brausch Niemann 1
Trevor Blokdyk Cooper T59 Ford 109E 1.5 L4 D Trevor Blokdyk 1
Jackie Pretorius LDS Mk 1 Alfa Romeo Giulietta 1.5 L4 D Jackie Pretorius 1
Brian Raubenheimer Lotus 20 Ford 109E 1.5 L4 D Brian Raubenheimer 1
Dave Charlton Lotus 20 Ford 109E 1.5 L4 D Dave Charlton 1
Honda R&D Company Honda RA272 Honda RA272E 1.5 V12 G Ronnie Bucknum 2-4, 8-10
Richie Ginther 2-6, 8-10
Scuderia Centro Sud BRM P57 BRM P56 1.5 V8 D Lucien Bianchi 3
Masten Gregory 3, 5, 7-8
Roberto Bussinello 7-8
Giorgio Bassi 8
Bob Gerard Racing Cooper T60
T73
Climax FWMV 1.5 V8
Ford 109E 1.5 L4
D John Rhodes 5
Alan Rollinson 5
Ian Raby Racing Brabham BT3 BRM P56 1.5 V8 D Ian Raby 5, 7
Chris Amon 5
Brian Gubby Lotus 24 Climax FWMV 1.5 V8 D Brian Gubby 5

Diverradenn ar gevezadeg 1965

Kerkent a ma krog ar gevezadeg e Suafrika e c'hounez Jim Clark, gant ur pol, hag un tro wellañ ouzhpenn, o vezañ er penn penn-da-benn gant ar kirri 1964.

Pevar miz war-lec'h e Monako a zo digoretoc'h ar redadeg peogwir n'eo ket deuet Clark a zo er Stadoù-Unanet evit gounit an Indianapolis 500 a zo redet d'ar memes dibenn sizhun. Diaes a grog ar redadeg evit Graham Hill ar ur fazi o tiwall ouzh Brabham Bob Anderson, harzet war an troiad. Rankout a ra Hill mont er-maez eus e garr evit lakaat anezhi ober un dro e hed ar redadeg a-raok bezañ lañset er redadeg foll a echu gant marteze trec'h bravañ Graham Hill. Ober a ra fent ouzh Jim Clark goude ar redadeg o tisklêriañ : "En em santout a raen prest da c'hounit ouzh n'eus forzh piv, marteze Clark ivez". Merket e vez ar redadeg gant gwallzarvoud spontus Paul Hawkins a ra evel Alberto Ascari e 1955, o echuiñ e redadeg e foñs porzh Monte Carlu.

E Belgia a zo distroet Clark a c'hounit aes-tre, o kemer penn ar gevezadeg. Gounit a ra diouzhtu war-lec'h Prizioù Bras Bro-C'hall, Breizh-Veur daoust un harz brav gant Graham Hill, Priz Bras an Izelvroioù hag hini Alamagn. Gant pemp trec'h diouzh renk e c'hounit CLark e eil ditl ar vlenierien.

Echuiñ a ra heuliad Clark en Italia, o tilezel dre ur gudenn geflusker, pa oa o stourm gant Hill ha Sterwart, a c'hounez ar redadeg goude e stourm ouzh ar blenier saoz. Trec'h kentañ ar skos eo e Formulenn 1.

Merket evez Priz Bras Stadoù-Unanet gant absañs John Surtees, gloazet e-pad ur redadeg Can-Am e Kanada. Gounezet eo ar redadeg gant Hill a gemer e rebech.

Ar redadeg diwezhañ e Mec'hiko a zo gounezet gant Richie Ginther a c'hounit e drec'h kentañ, ha trec'h kentañ e skipailh Honda.

Prizioù Bras ar bloavezh 1965

Deiziadur Prizioù Bras e 2019
Deiziad Priz Bras Lec'h Trec'hour Skipailh Diverradenn
132 1añ a viz Genver Priz Bras Suafrika East London Jim Clark Lotus-Climax Diverradenn
133 30 a viz Mae Priz Bras Monaco Monaco Graham Hill BRM Diverradenn
134 13 a viz Even Priz Bras Belgia Spa-Francorchamps Jim Clark Lotus-Climax Diverradenn
135 27 a viz Even Priz Bras Bro-C'hall Clermont-Ferrand Jim Clark Lotus-Climax Diverradenn
136 10 a viz Gouere Priz Bras Breizh-Veur Silverstone Jim Clark Lotus-Climax Diverradenn
137 18 a viz Gouere Priz Bras an Izelvroioù Zandvoort Jim Clark Lotus-Climax Diverradenn
138 1añ a viz Eost Priz Bras Alamagn Nürburgring Jim Clark Lotus-Climax Diverradenn
139 12 a viz Gwengolo Priz Bras Italia Monza Jackie Stewart BRM Diverradenn
140 3 a viz Here Priz Bras Stadoù-Unanet Watkins Glen Graham Hill BRM Diverradenn
141 24 a viz Here Priz Bras Mec'hiko Mexico Richie Ginther Honda Diverradenn

Renkadur ar vlenierien

Renk Blenier Bro Karr Niver
a boentoù
1añ Jim Clark Banniel Bro-Skos Bro-Skos Lotus-Climax 54
Eil Graham Hill Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet BRM 40 (47)
3de Jackie Stewart Banniel Bro-Skos Bro-Skos BRM 33 (34)
4re Dan Gurney Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Brabham-Climax 25
5vet John Surtees Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Ferrari 17
6vet Lorenzo Bandini  Italia Ferrari 13
7vet Richie Ginther Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Honda 11
8vet Mike Spence Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Lotus-Climax 10
9vet Bruce McLaren Zeland-Nevez Cooper-Climax 10
10vet Jack Brabham Banniel Aostralia Aostralia Brabham-Climax 9
11vet Denny Hulme Zeland-Nevez Brabham-Climax 5
12vet Joseph Siffert Suis Suis Brabham-BRM 5
13vet Jochen Rindt  Aostria Cooper-Climax 4
14vet Pedro Rodríguez Banniel Mec'hiko Mec'hiko Ferrari 2
15vet Ronnie Bucknum Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Honda 2
16vet Richard Attwood Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Lotus-BRM 2

Renkadur ar saverien

Renk Bro Karr Niver
a boentoù
1añ Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Lotus-Climax 54
Eil Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet BRM 45
3de  Italia Ferrari 26
4re Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Brabham-Climax 21
5vet Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Cooper-Climax 14
6vet Banniel Japan Japan Honda 11
7vet Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Brabham-BRM 5
8vet Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Lotus-BRM 2
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1