Mont d’an endalc’had

John Salmon Ford

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ar c'horonal John Salmon 'Rip' Ford.

John Salmon Ford lesanvet Rip[1], ganet d'ar 26 a viz Mae 1815 hag aet da Anaon d'an 3 a viz Du 1897, a oa un ezel eus Kongress Republik Teksas, ur senedour eus ar stad-se, maer Brownsville. Bez e voe ivez un Texas Ranger, ur c'horonal kengevreet, ur mezeg, un alvokad, hag ur c'hazetenner ha perc'henn ur gazetenn.

Ford a oa penn brezel e-pad an Antelope Hills Expedition. Goude-se e voe penn an nerzhioù kengevreet e-pad emgann ziwezhañ ar Brezel diabarzh, Emgann Palmito Ranch etre an 12 ha 13 a viz Mae 1865. Un trec'h kengevreet peurglok e voe met dre ma erruas mizioù goude kodianidigezh ar jeneral Robert E. Lee, ne gemmas netra eus disoc'h ar brezel.

John Salmon Ford en e unwisk kengevreet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Notennoù ha daveennoù