Mont d’an endalc’had

Europa an Norzh

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Graet e vez Europa an Norzh eus lodenn norzh kevandir Europa. En ur ster strizh e lakaer e-barzh Skandinavia hag ar broioù balt. Aozadur ar Broadoù Unanet, evit e godadur stategel, a laka e-barzh ivez ar Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon, evit abegoù geopolitikel e lakaer e-barzh ivez Jerzenez ha Gwernenez. Dre vras, en ur ster douaroniel, e lakaer e-barzh ivez ar broioù a zo en-dro da Vor an Hanternoz ha d’ar Mor Baltel. Evit a sell ar sevenadur hag ar yezhoù e klot gant ul lodenn eus tachennad ar yezhoù germanek, ar yezhoù baltek, hag ar yezhoù finnek-ougrek. Evit ar relijion ez eo ar brotestantiezh a gaver dreist-holl, gant kalzik a gatoliked (Iwerzhon, Lituania).

Ar broioù

  • ██ Europa an Norzh ent-strizh
  • ██ Breizh-Veur hag Iwerzhon, lakaet en Europa an Norzh gant ABU
  • ██ Europa an Norzh ent-ledan
  • Ent-strizh

    Ar broioù skandinavek
    Ar broioù balt

    Lakaet en Europa an Norzh gant ABU

    An inizi predenek

    Ent-ledan