Mont d’an endalc’had

Eured

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Gwalennoù-dimeziñ
An dud nevez gant o gwalinier
Daou baotr eureujet an eil d'egile e Toronto, Kanada
Ur plac'h nevez o skeiñ he zorkad bleunioù dreist he skoaz

An eured (pe eureud) zo ur fest a vez graet en-dro da zimeziñ daou bried, a zo vont da vevañ er stad a briedelezh.

Disheñvel eo an euredoù hervez ar broioù, ar pobloù, ar relijionoù, ha renk an dud er gevredigezh. E broioù zo e c'hoarvez an dimeziñ hervez lezenn a-raok deiz an eured, pa vez sinet ur baperenn hervez lezenn gant an daou bried nevez.

E Breizh, hervez ar c'hiz en Europa ar c'hornôg, e vez sinet ar baperenn ofisiel en ti-kêr da zeiz an eured, ha daou dest a vez o sinañ ivez.

Ar paotr-nevez a vez graet eus ar paotr o timeziñ, ar plac'h-nevez eus danvez e wreg. An dud-nevez a vez graet eus an daou bried.

Div lodenn a vez en eured eta : an dimeziñ, al lid a vez graet gant ur beleg er c'hevredigezhioù pe meteier relijiel, gant un den diveleg a-raok, pe war-lerc'h al lid relijiel, pe en e lec'h ; ar pred eured (anvet friko e Kerne-Izel) hag an diduamantoù a ya da-heul.

Eurediñ e brezhoneg

Gallout a ra ar re a c'houlenn, ma'c'h anavezont ur c'huzulier-kêr hag a zo brezhoneger a-walc'h, bezañ dimezet e brezhoneg, da lavarout eo klevout ur gaoz ofisiel e brezhoneg. An traoù ofisiel avat, ar paperioù, ne vezont nemet e galleg.
Gallout a reer eureudiñ e brezhoneg en iliz ivez, ma kaver ur beleg hag a oar brezhoneg.

Euredoù a bep seurt

Pa veze un intañv pe un intañvez oc'h addimeziñ e veze graet cholori gwechall.

Eured heñvelrevidi

E broioù zo e vez dimezet paotred etreze pe plac'hed etreze

Skeudennoù

Pennadoù kar

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.