Mont d’an endalc’had

Chapel Itron-Varia ar C'hreiz-kêr

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Tu ar c'hreisteiz en noz

Chapel Itron Varia ar C'hreiz-kêr (XIVvetXVvet kantved), e Kastell-Paol, a sav he c'horzenn betek 80 m pe dost, zo dezhi unan eus ar c'hloc'hdioù uhelañ eus Breizh hag unan eus ar skouerioù kaerañ eus ar c'hloc'hdioù dantelezet. Gant he nouspet toull-prenestr warn-ugent n'en deus ket an avel a grog enni. Adsavet e voe goude tan-gwall 1375, gant un tisavour saoz, hervez kont.

Ar savadur a voe, betek ar XVIIvet kantved, ur chapel eus kêr, a veze graet enni divizadegoù ar c'hort kêr, ha, goude-se, chapel ar C'hloerdi Bras ha Skolaj Bro-Leon war un dro, betek an Dispac'h Bras hag a gasas ar c'hleier d'an traoñ. E 1806 e voe staget ar C'hreiz-kêr en-dro ouzh Skolaj Bro-Leon, ha dont a reas hemañ da vezañ Ensavadur Itron-Varia at C'hreiz-kêr ar XXvet kantved.

E 1972 e teuas chapel da vezañ ur chapel-barrez. Eus an aspled, a bigner betek ennañ dre un derezioù a 174 pazenn, e vezer dudiet gant ur gwel meur war Bro-Leon.

Ar porched norzh — ur savadur mistr er c'hiz c'hotek flammek — zo eus ar XVvet kantved. Dindan ar porched-se e tiskenne an eskibien diwar o mul gwechall pa zeuent da gemer o c'hador eskob.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.