Mont d’an endalc’had

Broadelouriezh

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn
Broadelouriezh
Iskevrennad eusideologiezh politikel Kemmañ
Studiet gantnationalism studies Kemmañ
Dezverket dreirredentism Kemmañ
Pleustret gantnationalist Kemmañ
Enebet ouzhanti-nationalism, cosmopolitanism, internationalism Kemmañ

Broadelouriezh[1] zo un ideologiezh aet war wel e dibenn an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved : ar vroudelourion en em laka da izili eus ur vroad, a laka ar vroad-se da benntalvezout, hag a lavar c'hoantaat stourm eviti.

Lod broadelouroen a gav gwelloc'h ober dave d'an dud a zo kar dezho dre o gwad, hag ar re a ra dave d'an dud a zo ganet war douar ar memes Stad hag int.

Meur a seurt broadelouriezh zo.

  • Hini ar pobloù hep Stad ha hini ar Stadoù : Euskariz ha Gallaoued, da skouer.
  • Hini an dieubiñ ha hini an aloubiñ : Ukrainiz ha Rused, da skouer/
  • An hini a vez embannet he lorc'h hag an hini a vez kuzhet evel un dra vezhus : Gallaoued ha Bretoned, da skouer.

Orinoù

Ganedigezh ar vroadelouriezh vodern

Pan eo bet an natio, ur gêr latin, un termen implijet ha troet a-dreuz ar c'hantvedoù evit termeniñ pobloù pe veuriadoù pe strolloù tud liesseurt, ne weler ket un elfennadur politikel ha gwirael a-raok Kantved ar Sklêrijenn, an XVIIIvet kantved. Gant ar bredourien ha politikourien gall eo bet embannet e oa sujidi roue Bro-C'hall, keodeded ur vroad, ar Vroad C'hall. Dic'hallus avat voe ket mirout ar roue hag ar vroad asambles ken : goude ma voe bet nullet an unpenniezh e voe ret termeniñ piv a oa gwir brogarour hag enebour ar Vroad (unpennelourien, Chouaned, trafikerien, hag all).

Ar vroadelouriezh vreizhat

Meur a ster zo d'ar vroadelouriezh vreizhat.

  • Ar voadelouriezh en ur ster strizh, da lavarout eo ar strolladoù a lavar bezañ a-du gant ar vroadelouriezh.
  • Ar vroadelouriezh en ur ster ledan, a vod an holl strolladoù politikel diazezet e Breizh, a zifenn harzoù istorel Breizh ha yezh ha sevenadur Breizh.
  • Ar vroadelouriezh en ur ster ledanoc'h c'hoazh, a vod ar strolladoù sevenadurel hag an aozadurioù a labour war dachenn Breizh hepken pe evit ar brezhoneg dreist-holl. Evel-se e vez lakaet Diwan hag Ofis ar Brezhoneg (ha meur a aozadur all da-heul) da vroadelourien gant ar republikanourion, evit diskar o brud da gentañ, hag evit lakaat ar Stad c'hall da enebiñ outo da c'houde. N'eus tost da zen ebet e Breizh avat o vagañ kasoni ouzh nep bro all ebet, ha pa vefe Bro-C'hall. Brogarantez a vez maget gant ar vroadelourion vreizhat peurliesañ, a zo e brobagrourion e gwirionez.

Ar vrogarantez eo ar garantez a vag an den ouzh e vro, ar vroadelouriezh eo ar gasoni a vag ouzh ar broioù all. a lavaras Charles de Gaulle(Daveoù a vank). Evel-just n'eo ket sell ur Breizhad an hini eo.

Pennadoù kar

Notennoù

  1. Diwar bro + -ad + el + -our + -iezh.