Boued
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
boued
Pep danvezenn a ya da vagañ ar vevien eo ar boued. Pa vez maget ur bev e tremen elfennoù en e gorf ken e vez pourchaset dezhañ an energiezh a laka anezhañ da chom bev. Tapet e vez ar boued e meur a doare, eus ar bev bihanañ, plantenn pe loen, betek ar valum divent. Pa vez debret ar vevien gant ar re a zo brasoc'h egeto hag un eiltro, eus ar plankton betek ar breizherien vras evel ar morviled, ar felidae vras, an olifanted hag un nebeud all ez eus ul lezenn hollek, chadenn ar bouetañ a reer eus outi. P'en deus ijinet meur a ostilh evit lazhañ al loened eus peseurt ment e ve emañ an Den e live uhelañ chadenn ar boued.
Seurtoù boued
- evajoù
- laezh ha boued-laezh, leun a broteinoù, kalsiom, ha vitamin B
- legumaj ha frouezh, leun a vitaminoù pa vezont kriz
- sukr ha boued sukret
- kig, pesked, vioù, enne proteinoù ha houarn.
Gerioù gant boued enno
Gerioù diwar an anv boued
- boued ar groug, ur gunujenn a zoare
- bouedad, lodenn eus al laezh kaouledet
- ar vouedeg, lec'h ma vez lakaet ar foenn, boued al loened
- bouedek, a vez laret eus un dra a vez boued ennañ
- ar vouedenn, pezh zo mat da zebriñ, en ur graoñenn peurvuiañ
- boued-gevr, unan eus anvioù ar gwezvoud
- boued-houidi, pe lemna minor
- boued-laezh
- boued-mir a zo boued lakaet e boestoù pe miret en un doare bennak all
- bouedvirerezh eo an doare da virout ar boued
- bouedoniezh a vez graet eus skiant ar boued mat,
- boued-touseg, unan eus anvioù ar c'hebell-touseg
- boueta, ha zo kement ha magañ, zo un anv-verb hag a zo savet gerioù ivez diwarnañ
- bouetadurezh
- ur bouetaer eo an hini a ro boued
- an hini a daol boued d'ar pesked pa vez ar re all o pesketa
- ar bouetaer-saout eo an hini a lakae ar saout da beuriñ en ur zerc'hel anezho war-bouez ur gordenn
- ar bouetaj eo ar boued roet d'al loened, d'ar chatal.