Mont d’an endalc’had

Aruba

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Aruba
Banniel Aruba Ardamezioù Aruba
Banniel Ardamezioù

Pont naturel en Aruba
Yezh ofisiel Nederlandeg
Papiamento
Statud politikel' Stad eus
Rouantelezh an Izelvroioù
Kêr-benn Oranjestad
Roue Willem-Alexander

Gorread
• Hollad
• % dour
(214vet renk)
193 km²
Dister-kenañ
Poblañs
• Hollad
Stankter
(195vet)
102 695 (2006)
571/km²
Moneiz Florin Aruba
Gwerzhid eur UTC -4
Kan broadel Aruba Dushi Tera
Internet .aw
Kod pellgomz +297

Location of Aruba

Aruba a zo un enezenn, 32 kardlev hed dezhi, er Mor Karib, 27 kardlev er-maez da aodoù Venezuela, dezhi ur gorread a 386 devezh-arat (193 km²). Oranjestad eo ar gêr-benn. Kontrol da veur a vro eus ar rannved-hont, n'eo ket gleborek an hin: sec'h-kras eo ar vro, ha mard eo fall evit al labour-douar e plij d'an douristed kenañ. Ur stad emren eo e framm Rouantelezh an Izelvroioù.

Istor

Gwezenn dividivi

Poblet e oa Aruba gant an Amerindianed Caiquetios, ur meuriad arawak deuet eus Amerika ar Su (Venezuela a-vremañ) en XIvet kantved. Dizoloet e oa bet gant ar Spagnoled e 1499, ha da Spagn e oa en-ofisiel pa oa bet aloubet gant moraerien eus an Izelvroioù e 1636.

Disrannet eo bet diouzh an Antilhez Nederlandat e 1986. Deuet eo da vout ur vro emren e framm rouantelezh an izelvroioù. Da vezañ dizalc'h e oa a-benn 1996, met paouezet e oa an argerzh a-benn 1990, war c'houlenn gouarnamant Aruba. Hiziv an deiz eo unan eus ar peder stad a ya d'ober Rouantelezh an Izelvroioù.