Anton Mussert
Anton Adriaan Mussert (11 a viz Mae 1894-7 a viz Mae 1946) a oa ur politikour eus an Izelvroioù a voe e penn ar Nationaal-Socialistische Beweging er bloavezhioù 1930 ha 1940.
Genidik e oa eus Werkendam e Noord-Brabant. Labourat a reas da gentañ evel ijinour. Er bloavezhioù 1920 e krogas da vezañ oberiant e strolladoù eus an tu-dehou pellañ hag a c'houlenne stagañ Flandrez ouzh an Izelvroioù. E 1931 e voe unan eus ar re a savas an Nationaal-Socialistische Beweging in Nederland ("Luskad broadel-sokialour en Izelvroioù), diwar skouer ar Strollad Nazi, en Alamagn. Dastumet e voe 300 000 mouezh gant an NSB e dilennadeg kannaded 1935. E miz Du 1936 e voe degemeret Anton Mussert gant Adolf Hitler. Penn nemetañ ar strollad NSB e teuas da vezañ e 1937.
Pa voe aloubet an Izelvroioù e miz Mae 1940 e savas Mussert a-du gant un emglev gant Alamagn. C'hoant en doa da vezañ anvet e penn ur stad izelvroat faskour. Met fiziet e voe melestradur an Izelvroioù en Arthur Seyss-Inquart, un ofiser nazi uhel. E 1941e oa an NSB ar strollad izelvroat nemetañ a oa aotreet gant an alouberien alaman. Betek 100 000 ezel a voe ennañ da neuze. E miz Gwengolo 1940 e voe karget unan eus izili an NSB, Henk Feldmeijer, da sevel un unvez SS (Schutzstaffel) nederlandat (Nederlandsche SS).
E miz Mae 1945 e voe harzet Mussert ha tamallet e voe dezhañ bezañ kenlabouret gant an alouberien. Fuzuilhet e voe d'ar 7 a viz Mae 1946 e Den Haag.