Mont d’an endalc’had

Amfitryon

Eus Wikipedia
Stumm eus an 21 Gen 2011 da 22:12 gant Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sr:Амфитрион)

Amfitrion, a oa dimezet da Alkmena, a oa tad Ifikles, Herakles, ha Perimede, e mojennoù kozh Hellaz. Mab e oa da Alkea, a oa mab da Perseüs, ha roue e oa e Tirint.

Ar vojenn

Preizherien Tafos

Pa varvas e dad Perseüs eo e eontr Elektrion an hini a voe lakaet da roue en Argolis. C'hoantaat a reas Amfitrion dimeziñ da Alkmena, merc'h Elektrion, met ne fellas ket da zanvez e dad-kaer e kouskjent a-gevret ken na vije kaset an dorzh d'ar gêr da enez Tafos, a oa deuet tud anezhi da laerezh e chatal, hag o doa lazhet e vibien.

Kaset e voe Amfitrion gant Elektrion da Elis eta da adkemer ar chatal laeret ha kuzhet gant tud Tafos. Pa zistroas gant al loened e taolas ur vazh gant ul loen hag e lazhas e dad-kaer en desped dezhañ. Neuze eo Stenelos, breur Elektrion, a harluas Amfitrion war-zigarez e oa bet muntret Elektrion gantañ, hag a voe anvet da roue e Mikenai.

Neuze e tec'has Amfitrion gant Alkmena da d-Thebai, hag eno e voe glanaet eus e dorfed gant Kreon, roue Thebai.

Chaseal al louarn

Dial ebet ne oa bet eus marv breudeur Alkmena avat. Da Amfitrion da gas an dial da benn. Nac'h kousket gantañ a ra Alkmena keit ha ma ne vo ket graet. Hag eñ mont da c'houlenn skoazell digant Kreon. Prest e oa da sikour, eme ar roue, met a-raok e oa ret kaout an dizober eus ul louarnez. Honnezh a oa ul loen spontus, bet kaset gant Hera, pe marteze gant Dionisos, da ober freuz ha reuz war ar maez, war-dro Teumes. Ur paotr yaouank a yae ganti bep miz.


Kefalos, roue Aten d'ar poent, hag eontr Amfitrion ouzhpenn, en devoa ur c'hi-hemolc'h, Laelaps, a oa gouest da dapout ne vern peseurt preizh. Hag Amfitrion d'e amprestañ, o kinnig en eskemm un darn eus ar skrap a raio diwar-goust tud Tafos. A-benn ar fin e voe troet an daou loen e mein gant Zeus.

An dial

Sikour a roas Kreon d'ober brezel ouzh Tafos. Gant Amfitrion e vo ivez e eontr Kefalos, Heleios, Panopea, ha Lokrianed. Hatoup war-du Tafos, ma oa ar roue Pterelaos o ren.

Pterelaos, hennezh a oa ur roue hag en devoa ur vlevenn aour e-kreiz e vlev, hag evit e lazhañ e oa ret troc'hañ ar vlevenn vurzhudus-se. Gwashañ pezh a oa: n'haller ket kemer e gêr-benn ma chom bev. Dre chañs en doa ur verc'h.

Ha honnezh, ar verc'h-se, Komaitho hec'h anv, a eas da droc'hañ ar vlevenn diwar benn he zad, mann nemet dre garantez ouzh Amfitrion. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitrion ar verc'h treitour, hag e roas an inizi d'e genvrezelourien : Kefallenia da Gefalos, hag ar re all da Heleios.

Pa zistroas Amfitrion da Debai, hep bezañ kemennet e oa da erruout, e kavas iskis o welout ne oa ket souezhet e wreg Alkmena ouzh e welout. Rak hi a lavar e oa ganti en noz kent, hag ouzhpenn-se o deus lidet o eured a-benn ar fin en o gwele.

Nec'het e oa Amfitrion, ma 'z eas davit an diouganer meur Tiresias. Hag ar beleg kozh da zisplegañ dezhañ e oa bet Zeus o tremen an nozvezh kent gant Alkmena, kemeret gantañ tres he fried. Gwashañ pezh zo, astennet en doa an noz, a badas kement ha teir, evit brazezañ anezhi a-zoare, ha reiñ un haroz dezhi evel mab. N'eo ket plijet Amfitrion o vezañ dogan, met plegañ da youl an doueed zo ret. Nav miz war-lerc'h setu Alkmena o c'henel gevelled: Alkides (a vo anvet Herakles diwezhatoc'hik), a zo mab da Zeus, hag Ifikles, mab da Amfitrion, ha n'eo ket ken nerzhus.


El lennegezh

Meneget eo Amfitrion e pezhioù-c'hoari:

  • Amfitrion, pezh Plautus, skrivagner latin
  • Amfitrion, pezh Molière, skivagner gall, savet diwar hini Plautus e 1668
  • Amfitrion, pezh John Dryden, skrivagner saoz, e 1690
  • Amphitryon, pezh Kleist, skrivagner alaman e 1807
  • Amphitryon 38, gant Jean Giraudoux, skrivagner gall, e 1929.