Mont d’an endalc’had

Yezhoù romanek

Eus Wikipedia
Romanek
Douaroniezh:

 Galleg   Spagnoleg   Portugaleg   Italianeg   Rooumaneg 

Renkadur
genel
:
Yezhoù indezeuropek
 Yezhoù italek
  Romanek
Disrannadurioù:

Ar yezhoù romanek a zo unan eus skourrioù pennañ ar familh yezh indezeuropek. Enni e renker an holl yezhoù diskennet deus al Latin. Komzet e vezont gant muioc'h eget 600 milion a dud, dreist-holl en Amerika, Afrika hag Europa.

An holl yezhoù romanek a ziskenn eus al Latin poblek, yezh ar soudarded, an drevadennerien hag ar sklaved. Disheñvel a-walc'h e oa hemañ diouzh al Latin klasel implijet gant ar skrivagnerien roman. Etre 200 kt J-K ha 100 gd J-K ez eas al Latin da yezh voutin kornôg an impalaeriezh, eus al Ledenez Iberiat betek aodoù ar Mor Du. Estreget er Pireneoù, en Enez-Vreizh, en Ilyria ha, marteze, e kornioù-bro 'zo eus Galia e erlec'hias ar yezhioù lec'hiel. Goude diskar an impalaeriezh e krogas da gemm en un doare dizalc'h e pep bro, ha genel a reas degadoù a yezhoù distag.