Divyezhek eo an annezidi pa'z eo dever an holl Spagnoled , hervez ar vonreizh, gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar riez, met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al latin evel ar yezhoù all komzet en Iberia. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus skolioù unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.