Mont d’an endalc’had

Rouedad stlennegel

Eus Wikipedia


Ur rouedad Ethernet gant tri stael hag un drobarzhell ennañ luget o-fevar ouzh un tolper

Ur rouedad stlennegel a zo un trevnad urzhiaraerioù ha trobarzhelloù stlennegel kevreet an eil re gant ar re all a-benn ma vint gouest da lodennañ gwazadurioù stlennegel ha loazioù a zeu da vezañ kenloazioù neuze. Ur rouedad stlennegel a c'hell bezañ bihan tre (daou pe dri urzhiataer kennasket gant ur voullerez da skouer) pe bras meurbet evel ar genrouedad Internet. Anwenet a oa bet seurtadoù rouedadoù hervez o ment ha dreist-holl ar c'horreenn int bet displeget warni. Evel-se ez 'eus rouedadoù LAN (Local Area Network) evit ar re implijet e-barzh embregerezhioù bihan pe etre pe c'hoazh e-barzh tier-kêr bihan (rouedadoù load), MAN (Metropolitan Area Network) evit ar rouedadoù displeget war ur gêr a-bezh pe dost, WAN (Wide Area Network) a vez kennasket gantañ meur a rouedad e meur a lec'h (rouedadoù e-barzh un nebeut kêrioù emañ diazezet stalioù un embregerezh vraz enne kevreet an eil re gant ar re all da skouer).

A-benn kevreañ urzhiataerioù ha trobarzhelloù e vez arveret teknologiezhioù ha topologiezhioù disheñvel, pep hini anezhe o tereout gant ar seurtad rouedad a fell dimp danzen.

Un tamm istor

Er bloavezhioù 50 e oa deut ar stlenneg en embregerezioù, pezh a voe ur reveulzi . En amzer-se ne oa ket korrurzhiataerioù c'hoazh hag an aveadurioù e veze graet gante e oa termenellioù, da lâret eo ur skramm hag ur c'havier. An termenellioù a veze kevreet ouzh un urzhiataer kreiz ("mainframe" e saozneg). Un adeiladezh greizennet e oa a roe da c'hoût petra e oa ur rouedad : un trevnad aveadurioù o kehentiñ an eil re gant ar re all dre mediaoù pe skoroù treuzkas.

Un dra nevez a oa deut er-maez er bloavezhioù 70. Ar c'horrurzhiataer an 'ni eo a oa gouest da vont en dro e-unan hep ma veze red kevreañ anezhañ ouzh ur rouedad. Er c'houlz-se eo e oa bet IBM o kinnig ar PC ("Personnal Computer") kentañ war ar marc'had. Buan-tre e oa bet kavet an tu da reiñ o flas dezhe er rouedadoù : ganet e oa bet ar stlenneg dasparzhet a dalvez kement ha ma vez pep ardivink barrek da gemer e-karg is-gwezhiennoù eus ar c'heweriañ hollek. Graet e vez an dasparzhañ stlennoù gant ar gwazadurioù stlennegel a ro an tu da bep stael d'ober gant an hevelep keweriusterioù.


Genel Internet :

E dibenn ar bloavezhioù 60 e oamp en Europa ha dreist-holl er Stadoù Unanet e "brezel yen" a-enep bro Russia. D'un doare ofisiel, e oa red d'an amerikaned kavout an tu da ziskoulmañ ur gudenn a lodennañ roadennoù etre kreizennoù enklask rannet war an tiriad a-bezh. Sañset e oa tud an ARPA (Advanced Research Projects Agency) o klask lakaat roadennoù evit ar skiantourien war ur rouedad kentoc'h evit prenañ un urzhiataer da bep kreizenn enklask, pezh a vije bet koustet gwell ger d'ar c'houlz-se (hag ivez, n'o doa ket an urzhiataerioù nag ur galloudezh nag un tizh gwell dereat e-keñver ezhommoù ar skiantourien). Un tu e oa da lakaat al loazoù hag ar roadennoù da vezañ lodennet war un tiriad bras ha war an dro gounid tizh hag efeduster o reiñ da bep hini an tu da zibab an urzhiataer d'ober gantañ hervez ur gwezhiadur roet.

A-benn-ar-fin e oa ar brezel yen a vounte an amerikaned da danzen un doare da lakaat ar roadennoù war ur rouedad uhel he gougemer d'ar sac'hadennoù. Ma vije bet ur greizenn sac'het ne vije ket bet ken grevus-se dre-benn lodennañ ar roadennoù war ar rouedad etre meur a lec'h.

E-gizh-se e oa bet ganet e 1970 ar rouedad gentañ dre trec'haoliñ duilhioù : an ARPANET (ARPA Network). Ar rouedad gentañ oc'h arverañ al linennoù pellgomz e oa a roio al lañs diwezhatoc'h da diorren an Internet (pe ar Genrouedad e brezhoneg). E 1972, ur 40 bennak a oa kevreet kenetreze oc'h ober gant gwazadurioù postel ha kennaskañ a-ziabell. E 1974 eo e oa bet ganet an Internet gant donedigezh ar c'homenad TCP/IP. Hag e 1980 e oa bet divizet gant an DARPA (a vere ARPANET) da baouez ober gant an TCP/IP evel ur c'hevrin milourel.

Teknologiezhioù er rouedadoù

A-fed teknologiezh ar rouedadoù ez 'eus div savboent bennañ e ramkomp desellout oute :

  • Ar savboent mezoniel a reer eus ar reizhiadoù korvoiñ rouedad, an adeiladezhioù, ar surentez, ar pratikoù (an arloadoù pratik) hag an dafarioù.

Roll ar reizhiad korvoiñ rouedad a zo da reiñ an tu da veur a zen kevreet ent beziadel ouzh ar rouedad da labourat gant an hevelep loazioù. Pourveziañ a ra ar gwiriañ haeziñ d'ar rouedad en ur genurzhiañ an haeziñ d'al loazioù. Meur a hini zo evel UNIX, Microsoft Windows NT, MS Windows 2000, 2003 Server, Linux, Novell ...

An adeiladezh vezoniel a vez anezhi bepred gant ar c'heal pratik-dafariad. Daou seurt adeiladezh 'zo : ar stael ouzh stael hag ar rouedad greizennet. Ur roll heñvel an eil ouzh egile o deus ar staelioù war ar rouedad evit ar pezh a sell ouzh an adeiladezh gentañ (Peer to peer e saozneg). Gallout a reont bezañ kement evel pratik (stael labour) pe dafariad ouzh unan all evit ar pezh a sell ouzh dasparzhañ al loazioù. Ar rouedad greizennet e vez pourveziet muioc'h a surentez ganti peogwir e vez kreizennet ha gwiriet haeziñ d'al loazioù gant kevreañ dafariaded arbennik ouzh ar rouedad.

Lies keal surentez 'zo evit ar rouedadoù :

Ar surentez war ar roadennoù : possubl eo aozañ ur gourleizh d'ar roadennoù e-barzh ur rouedad da lakaat da dalvezout ar c'hael "gougemer ouzh ar sac'hadennoù". Da lâret eo gwarediñ ar roadennoù bete-goût e vefe ur falladur gant unan eus an elfennoù beziadel (ur gantenn galet da skouer). Ar bennaenn-se a vez lakaet da dalvezout peurliesañ oc'h ouzhpennañ aveadurioù arbennik evel ar reizhiadoù RAID da skouer.

A-hend-all e vez aozet war ur rouedad ur reizhiad naoudiañ d'aotreañ an haeziñ war al loazoù nemet evit an arveriaded marilhet, ha c'hoazh droedoù spesadel war al loazoù evit pep hini anezhe. Un dilesadur (anavezout an arveriad) a zeu diaraok ur c'hennaskañ neuze.

Meur a reizhiadoù korvoiñ rouedad e vez kemeret gante renkoù da ziogelañ ur surentez war ar rouedad hag ar roadennoù. Alies bremañ e vez kreizennet an naoudiañ gant un dafariad arbennik o ren ennañ ur reizhiad dilesa (deist-holl evit an domanioù).

Hag e c'hellomp menegiñ ivez ar reizhiad UPS da wareziñ ar rouedad hag he loazoù ouzh ar sac'hadennoù tredan.

  • An savboent beziadel (pe alvezel) a reer eus an aveadurioù danvezel (funioù ha kartennoù rouedad) hag ar c'homenadoù kehentiñ.


Tu zo arverañ an erenad a-steud da lakaat staelioù da kehentiñ an eil re gant ar re all met n'eo ket implijet gwell alies ken an doare-se. Un deknologiezh herrusoc'h a vez arveret bremañ oc'h implijout ar c'hartennoù rouedad.


Ur gartenn rouedad (ur gartenn elektronek arbennik) a zo e pep hini eus ar staelioù hag eus an trobarzhellioù da kehentiñ war ar rouedad. Pep hini anezhe he deus un enneg rouedad unel d'anavezout anezhi war ar rouedad. Gante e vez kavet lugellioù spesadel a glot gant seurtadoù funioù a zo moaien implijout (RJ45, BNC ...). Lies seurt skoroù treuzkas a zo evel da skouer ar fun gevahel pe ar fun re wedenneg UTP (an hini ar muiañ arveret en amzer a-vremañ). Tu zo ivez arverañ teknologiezhioù "hep fun" evel da skouer an danruz pe ar wagenn radio. Ar rouedadoù astennet a c'hell ober gant an treuzkas dre amgerc'hell pe ar rouedadoù kelligek (ur modem a vez ezhomm neuze etre ar gartenn rouedad hag ar skor treuzkas).


Ar c'hennaskañ hag an eskemm stlennoù war ar skoroù eo e vez graet gant ar pezhioù dafar. Hogen eo red ober gant reolennoù ha kendivizadoù da lakaat anezhe da gehentiñ kenetreze. Komenad kehentiñ e vez graet gante.

ar c'homenadoù kehentiñ

Da lakaat daou stael da gehentiñ an eil gant egile war ur rouedad eo red arverañ ur c'homenad kehentiñ. Meur a hini 'zo evel, da skouer, Netbios (ur c'homenad evit ar rouedadoù Microsoft), ar c'homenad AppleTalk, ar c'homenad TCP/IP (ar muiañ anavezet hag implijet, hini ar Genrouedad). An hini diwhezañ-mañ e vez kaset ar stlennoù dre trec'haoliñ strobadoù gantañ. Evit gwir e vez rannet ar stlennoù a strobadoù ha treuzkaset pep strobad an eil goude egile oc'h implijout ennegoù mezoniel da anavezout pep stael war ar rouedad ha neuze da gas ar stlennoù d'ar stael mat. Ennegoù IP e vez graet eus an ennegoù-mañ a vez roet da bep stael pe drobarzhell pa e vezer o kevreañ unan war ar rouedad.

Dre vras, un doare da gehentiñ eo ar c'homenad rouedad. Da lâret eo un doare da eskemmañ stlennoù war ar rouedad o respont d'un nebeud erverkadioù :

  • Treuzkas stlennoù o wiriañ e vent erruet mat.
  • Bezañ gouest d'anavezout pep stael pe drobarzhell war ar rouedad dre un anv pe un enneg unel.
  • Bezañ gouest da gas en-dro ar stlennoù ma ne vefe ket bet resevet gant ar paker...

Evit skoueriekaat ar c'hehentiñ ha respont d'an erverkadioù-se eo bet ijinet ur reolad : ar reolad OSI (Open System Interface) krouet gant an ISO (International Organization for Standardization). Ar c'homenad TCP/IP a heul tamm pe damm ar reolad-se pe resisoc'h, un darn anezhañ.

An topologiezhioù

An doare ma vez desezet an aveadurioù an eil re ouzh ar re all a ra an dopologiezh rouedadel. Daou seurt topologiezh 'zo hervez al live e tesellomp outañ : an dopologiezh alvezel hag an dopologiezh vezoniel.

Gant an hini kentañ e tesellomp an doare alvezel ma vez luget an aveadurioù (gant ar funioù hag an trobarzhelloù kevreañ evel da skouer an tolperioù. An dopologiezh vezoniel e vez desellet outi evel an doare mezoniel e vez ar stlennoù o redek poent ouzh poent (ur poent a zo ur stael pe un drobarzhell luget ouzh ar rouedad).

  • An dopologiezh e bus : Savet e vez an dopologiezh rouedadel-se gant ur fun unel, ur fun kein e vez lâret, ha pep hini eus ar poentoù o vezañ luget outañ. Komenadoù evel PPP (Point to Point Protocol) pe SLIP (Serial Line IP) a vez arveret gant an dopologiezh e bus.
  • An dopologiezh e steredenn : Savet e vez houmañ tro-dro d'un tolper a greizenn an holl gevreadurioù gant ereadurioù poent ouzh poent. Pa vez kaset ur stlenn eus ur poent d'ur poent all e c'hell mont rag-eeun eus ar c'haser betek ar paker dre an tolper. Eus ur savboent alvezel e tenn an dopologiezh-se ouzh ur steredenn evel eus ur savboent vezoniel. Ur skouerenn implijet-tre en amzer a-vremañ eo ar reolad Ethernet gant funioù koublad rodellet. Emdreus-kenañ eo an dopologiezh e steredenn pa n'eus nemet da lugañ ur stael pe un tolper all ouzh an tolper da lakaat ar rouedad da emdreiñ. E-gizh-se e c'hellont bezañ astennet-tre.
  • An dopologiezh e gwalenn : Topologiezh alvezel houmañ a zo evit gwir unan e steredenn. Luget e vez ar poentoù ouzh un tolper evel ma vez graet gant an dopologiezh e steredenn met n'eo ket heñvel an tolper-se ouzh hini e vez implijet gant an dopologiezh a zeu diaraok (ur MAU - MultiStation Access Unit - eo). An doare da lakaat ar stlennoù da redek poent ouzh poent a zo disheñvel diouzh hini an dopologiezh e steredenn. An doare-se a ra un dol vezoniel serret. Pep stlenn a vez o vont a boent da boent a-raok kavout ar paker mat. Ma n'eo ket prest ar paker, e ranko ober un droiad ouzhpenn ar stlenn dre an holl boentoù.

An etrekennaskañ

Tu 'zo kennaskañ rouedadoù disheñvel o zeknologiezh pe o zopologiezh. Evit hen ober e reer gant trobarzhelloù spesadel : ar pont (bridge) hag ar routaer (router).

  • Ar pont : Daou rouedad heñvel o zopologiezh met disheñvel o zeknologiezh e c'hell etrekennaskañ ur pont. Da skouer eo gouest d'etrekennaskañ daou rouedad disheñvel o zizh. Moaien 'zo neuze d'astenn ur rouedad o lugañ ur pont outañ hag ouzh ur rouedad all heñvel e dopologiezh.
  • Ar routaer : gouest eo ar routaer d'etrekennaskañ rouedadoù disheñvel o zopologiezh. Ennañ ez' eus ur roll hent-mont d'ober gante da vont da bep poent, kadavet e-barzh un daolenn routa.

Patrom:Liamm PuB