Mont d’an endalc’had

Tennessee Williams

Eus Wikipedia
Stumm eus an 24 Meu 2009 da 16:27 gant Gouerouz (kaozeal | degasadennoù) (Pajenn nevez : '''Tennessee Williams''', Thomas Lanier Williams eus e anv gwir, a oa ur skrivagner amerikan ganet en Ohio d'ar 26 a viz Meurzh 1911. Diaes e voe e yaouankiz abalamour da feulste…)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Tennessee Williams, Thomas Lanier Williams eus e anv gwir, a oa ur skrivagner amerikan ganet en Ohio d'ar 26 a viz Meurzh 1911.

Diaes e voe e yaouankiz abalamour da feulster hag alkolegezh e dad. E c'hoar Rose Isabelle a voe lobotomizet, ar pezh a levezonas kalz buhez arzel Tennessee Williams hag a roas he fersonelezh da veur a dudenn en e skridoù.

Savet en deus danevelloù ha pezhioù-c'hoari a vez alies tem ar follentez pe an dud kollet enno.

E-touez e oberennoù emañ A streetcar named desire (Un trammgarr anvet C'hoantad) pe Cat on a hot tin roof (Kazhez war un doenn tomm-gor).

Meur a film a voe savet diwar e oberennoù.

Mervel a reas e New York d'ar 24 a viz C'hwevrer 1983.