Mont d’an endalc’had

Flavius Claudius Jovianus

Eus Wikipedia
Stumm eus an 14 Kzu 2023 da 20:56 gant J.C EVEN (kaozeal | degasadennoù) (E deizioù karg impalaer)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Flavius Claudius Jovianus
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFlavius Claudius Iovianus Kemmañ
Titl noblañsAugustus Kemmañ
Deiziad ganedigezh331 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSingidunum Kemmañ
Deiziad ar marv17 C'hwe 364 Kemmañ
Lec'h ar marvDadastana Kemmañ
Doare mervelmarv dre zegouezh Kemmañ
Abeg ar marvcarbon monoxide poisoning Kemmañ
Lec'h douaridigezhChurch of the Holy Apostles Kemmañ
TadVarronianus Kemmañ
PriedCharito Kemmañ
BugelVarronianus Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargimpalaer roman, senedour roman, impalaer bizantat Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman, Low Roman Empire, Byzantine Egypt Kemmañ
Solitus en anv Jovianus.

Jovian, pe Flavius Claudius Jovianus (war-dro 332 - 17 a viz C'hwevrer 364), a voe impalaer roman e-pad eizh miz, eus ar 27 Mezheven 363 da 16 pe 17 C'hwevrer 364 [1], war-lerc'h Juluan II.

Mab e oa da Varonianus. Ezel e oa eus korf gwarded an impalaer.

Aet e oa gant Juluan da vrezeliñ ouzh ar Sasanided. Pa varvas Juluan e voe anvet Jovianus da impalaer kerkent gant e soudarded.

Skuizh-divi e oa an arme, berr ar boued, ha dibosubl treizhañ ar stêr Tigris. Neuze e reas ar peoc'h gant ar Sasanided, en un doare mezhus.

Erruout a reas e kêr Edessa. Eno e teuas an eskibien da c'houlenn e ali diwar-benn kelennadurezh an iliz kristen. E Gwengolo 363 ec'h adsavas ar gristeniezh evel relijion-stad.

O tistreiñ da Gergustentin e oa pa varvas e Dadastana.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa Jovian da Charito, merc'h d'ur jeneral anvet Lucillianus. Daou vab o doe, unan anvet Varronianus evel e dad-kozh a-berzh tad, hag unan all ha n'ouzer ket e anv[2].Patrom:Sfn


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. p. 156-157. Embannadurioù Errance 1994
  2. Filostorgi Historia Ecclesiastica VIII.8