Mont d’an endalc’had

Katar

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 C'hwe 2022 da 17:19 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (top: esaouenn using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
دولة قطر
Dawlat Qatar

Stad Katar
Banniel Katar Ardamezioù Katar
Banniel Ardamezioù
Kan broadel: As Salam al Amiri

(peoc'h d'an emir)

Lec'hiadur Katar
Lec'hiadur Katar
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Doha
25°18′N 51°31′E
Yezh(où) ofisiel arabeg
Gouarnamant Monarkiezh absolut
 - Emir Tamim bin Hamad Al Thani
 - Kentañ ministr Khaled ben Khalifa ben Abdelaziz Al Thani
Gorread
 - Hollad 11 571 km² (156)
 - Dour (%) 0
Poblañs
 - niveradeg 2020[1] 2 444 174
 - Stankter 185/km² (76)
PDK (PGP) (istimadur)
 - Hollad $19.75 miliard (118)
 - Keidenn  ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]])
FDD  ()  () ([[Roll ar broioù hervez Feur an Diorroadur Denel|]])
Moneiz Riyal Qatar (QAR)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .qa
Kod pellgomz +974

Katar pe Qatar[2] (arabeg: قطر distaget [ˈqɑ̱.tˁɑ̱r]), anv ofisiel: Stad Katar (arabeg: دولة قطر; Dawlat Qatar) a zo ur vro ag Azia, en ul ledenezig 11000 km² enni, stag ouzh Ledenez Arabia hag e Pleg-mor Persia, e-tal Iran. Doha eo ar gêr-benn. Ur vonarkiezh absolut eo, renet gant an dinastiezh Al Thani. Gwarezet e oa ar vro gant ar Rouantelezh-Unanet a-raok bezañ dizalc'h e 1971.

Pinvidik-tre eo ar vro, PDK dre annezad brasañ ar bed he deus. Produiñ eoul-maen a ra, met gaz naturel eo a ra pinvidigezh ar vro, pa'z eo trede produer ar bed, war-lerc'h Rusia hag Iran, ha bras-divent eo ar gweleadoù gaz miret en he c'hondon. Diorroet he deus an douristelezh stroñs, ha savet eo bet tourioù bras, letioù, inizi kalvezel hag ur gêr nevez zoken. Aozet e vez eno meur a zarvoud etrebroadel evel kevezadegoù sport. Ar chadennoù skinwel keleier Al Jazeera ha sport BeIn Sports a zo diazezet eno. Aozet e vo Kib vell-droad ar bed 2022 gant ar vro.

E 1945 ne oa nemet 45 000 annezad. E 2010 e oa 1 699 435 a dud o chom enni, ha 2 444 174 e 2020, met n'eus nemet 20% anezho hag a vefe broiz, ar peurrest a zo tud deuet eus broioù all da labourat.






Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. The World Factbook — Central Intelligence Agency e www.cia.gov.
  2. Kartenn ar Bed: ar Stadoù, TES, 1999; Geriadur brezhoneg, An Here, 2001, p. 1432.