Mont d’an endalc’had

Neilos

Eus Wikipedia
Stumm eus an 12 Du 2021 da 07:54 gant Undenbennak (kaozeal | degasadennoù) (HotCatsMulti : – Rummad:Mojennoù Hellaz)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Neilos (Νεῖλος e gregach; Nilus e latin) a oa doue-stêr an Nil e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa da Okeanos ha Tethys.

Meur a vugel en doe ivez, hag en o zouez Memfis, a zimezas da Epafos, roue Egipt, hag a oa mamm da Lybia.

Al Lybia-se he doe daou vab, Belos (an Egiptad) hag Agenor. Ar vibien-se a zimezas war-lerc'h da ziv c'hoar yaouank (a greder) da Neilos, Anc'hinoe ha Telefassa o anvioù.

Bugale all en doe Neilos:

Met pell diouzh Hellaz e oa ar stêr Nil, ha gant-se n'eo ket a bouez bras an doue Neilos e mojennoù Hellaz.