Mont d’an endalc’had

Amfitryon

Eus Wikipedia

Amfitrion, a oa dimezet da Alkmena, a oa tad Ifikles, Herakles, ha Perimede, e mojennoù kozh Hellaz. Mab e oa da Alkea, a oa mab da Perseüs, ha roue e oa e Tirint.

Ar vojenn

Pa varvas e dad Perseüs eo e eontr Electriona voe lakaet da roue en Argolis. C'hoantaat a reas Amfitrion dimeziñ da verc'h Electrion, met ne fellas ket da zanvez e dad-kaer keit ha ma ne vije kaset an dorzh d'ar gêr da enez Tafos, a oa deuet tud anezhi da laerezh e chatal, hag o doa lazhet e vibien.


El lennegezh

Meneget eo Amfitrion e pezhioù-c'hoari:

  • Amfitrion, pezh Plautus, skrivagner latin
  • Amfitrion, pezh Molière, skivagner gall, savet diwar hini Plautus
  • Amphitryon, pezh Kleist, skrivagner alaman e 1807
  • Amphitryon 38, gant Jean Giraudoux, skrivagner gall, e 1929.