Sadwrn
Sadwrn pe Sadwrn Farchog, pe Sadorn e brezhoneg, pe Saturnus pe Saturninus e latin, ganet war-dro 480, a oa, hervez ar vojenn, ur sant brezhon hag a roas e anv d'an daou lec'h anvet Llansadwrn : an eil e Sir Gaerfyrddin, egile en Enez Mon.
Mojenn
Breur e oa da Ildud ha mab da Bican. Hervez e anv e c'haller krediñ e oa bet soudard en arme roman. Dimezet e vije bet da Canna, ur mab o dije bet, sant Crallo.
Istor
E 1742 e voe kavet ur maen-bez en iliz Llansadwrn, Môn, lakaet abaoe e moger an iliz. Hervez V. E. Nash-Williams, e lenner kement-mañ:
- HIC BEATUS (-) SATURNINUS SE(PULTUS) (I)ACIT ET SUA SA[NCTA] CONIU(N)X PA(X) (VOBISCUM SIT)[1]
A c'haller treiñ evel-hen:
- Amañ eo beziet ar gwenvidig Saturninus hag e wreg santel. Peoc'h Doue ganeoc'h.
Lidet e vez d'an 29 a viz Du, moarvat abalamour ma'z eo bet droukvesket e anv ha hini Sant SaturninusToulouse, en Okitania. Ur skeudenn gizellet anezhañ a weler en iliz Biwmares m'en gweler evel marc'heg barvek.
Notennoù
- ↑ Nash-Williams, V.E., The early Christian monuments of Wales (Gwasg Prifysgol Cymru, Caerdydd, 1950).