Mont d’an endalc’had

Mor Banda

Eus Wikipedia
Stumm eus an 6 Kzu 2013 da 16:50 gant Trec'hlid mitonet (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Pelec'h emañ Mor Banda en enezeg Indonezia

Mor Banda zo ur mor bihan en Indonezia, etre enezeg Sulawesi er c'hornôg, an inizi Maluku hag inizi all evel Timor er su.

E-kreiz ar mor-se emañ inizi Banda, bihan a-walc'h, a ro o anv d'al ledennad vor. En em astenn a ra a-hed ur 1.000 km a reter da gornôg hag a-hed 500 km eus an norzh d'ar su. Aliezik e c'hoarvez krenoù-douar en tolead-se, dre m'emañ e kroashent plakennoù tektonik Eurazia, ar Meurvor Habask hag Aostralia.