Maraton (sport)
Ar maraton a zo ur redadeg war-droad, 42,195 km an hirder anezhi. Lod eo an diskiblezh-mañ eus ar redadegoù hir en atleterezh.
Krouet e oa bet ar maraton da geñver ar C'hoarioù olimpek hañv 1896 a oa bet dalc'het en Aten (Gres), diwar mennozh ar prederour gall Michel Bréal. Anv a oa da gounaat mojenn ar c'hannader henc'hresian Pheidippídes en divije redet eus Marathon betek Aten evit degas keloù eus an trec’h ouzh ar Bersed e -490 (kentañ brezel medek). Berr warnañ oc'h erruout en Areopagos e vije aet da Anaon goude bezañ dibunet e gemennadenn. Redet e veze ar gevezadeg war-dro 40 km a-raok na voe reolennet he hirder da vat e 1921.
Mil vrudet eo maraton ar C'hoarioù olimpek hañv (bep pevar bloaz), hini Kampionadoù atleterezh ar bed (bep eil bloaz) ha reoù ar World Marathon Major (bep bloaz) : Maraton Boston, Maraton Londrez, Maraton Berlin, Maraton Chicago ha Maraton New York.
Istor
Dislavaret e oa bet mojenn Pheidippídes gant an istorour Herodotos : war-lerc’h dilestradeg ar Bersed e Marathon e vije bet kaset Pheidippídes da glask sikour da Sparta, ouzhpenn 220 km alese. Chomet mut Spartaiz e voe ret da soudarded Aten kannañ gant tud eus Plátaia nemetken [1]. Kantvedoù diwezhatoc'h en devoa Ploutarc'hos danevellet e oa, hervez Héraclide du Pont, Thersippos an Eroeus ar gwir gannader met evit an darn vrasañ e oa un Euclès bennak[2] en divije redet, en ur reiñ e vuhez, etre Marathon hag Aten evit kas keloù d'an trec'h[3].
Ar maraton a-vremañ
Kentañ tro ma oa bet redet ur maraton olimpek, e 1896 eta, e oa aet ar maout gant ar mesaer gresian Spyrídon Loúis, 2e58’50” e amzer.
Da geñver ar C’hoarioù olimpek hañv 1908, bet dalc’het e Londrez (Bro-Saoz), e oa bet divizet lakaat hirder ar redadeg da 26 mile (douar), da lâret eo 41 608,944 m. Padal, evit ober plijadur da vugale ar familh roueel breizhveuriat a felle dezho arvestiñ ouzh ar genstriverien (un daouzek bennak anezho !) e oa bet graet d’ar maraton loc’hañ eus leton Kastell Windsor. Fentusat tra ! En ur par berr e oa bet dilec’hiet degouezh ar redadeg da White City Stadium, e-tal kichen al logell roueel m’edo Edouarzh VII staliet enni. N’eus forzh ne vefe ket reizh an hirder ken : da viken e vo 26,385 mile, pe 42,195 km. {Histoire du Marathon}
E 1960, an atleter Etiopian Abebe Bikila en devoa gounezet goude redek diarc’hen. Botoù-sport ouzh e dreid ar wech-mañ e oa aet ar maout gantañ e 1964 adarre, tapet rekord ar maraton war un dro e 2e12’11”.
Da geñver ar C’hoarioù olimpek hañv 1984, bet dalc’het e Los Angeles (Stadoù Unanet), e oa savet kentañ maraton evit an atleterezed.
Redet e vez ar maraton e dibenn ar C’hoarioù olimpek, d’an deiz diwezhañ diouzh boaz, ar pezh a ro tro d’an teir medalenn diwezhañ da vezañ deroet e-kerzh al lid-klozañ, dirak an holl atleterien bodet a-benn an degouezh.
Rekordoù
Dalc'het eo rekord ar bed – 2e03'38 – gant ar reder kenyan Patrick Makau abaoe ma voe pilet gantañ e Maraton Berlin d'ar 25 a viz Gwengolo 2011[4].
Gwellañ taol-kaer Europa (2e6'36), bet graet gant ar Portugalad António Pinto d'ar 16 a viz Ebrel 2000 e Londrez, a oa bet graet ivez gant an atleter gall Benoît Zwierzchiewski (Benoît Z e lesanv dezhañ) d'ar 6 a viz Ebrel 2003 e Pariz.
Dalc'het eo rekord ar bed ar merc'hed – 2e15'25 – gant ar Vreizhveuriad Paula Radcliffe abaoe he redadeg e Londrez d'an 13 a viz Ebrel 2003.
Souezhusat tra ! Gant ar rederez norvegian Grete Waitz e oa bet pilet rekord ar bed tri bloaz diouzh renk (eus 1978 betek 1980) da geñver Maraton New York a oa bet gounezet ganti nav gwech goude bezañ kemeret perzh unnek gwech ennañ etre 1978 ha 1988.
Gant an Italian Andrea Cionna eo dalc'het rekord ar bed – 2e31'59 – evit ur reder dall (Roma e 2007)[5][6]. Ernst Van Dyk, Suafrikan anezhañ, a zalc'h rekord ar bed e kador-ruilh (1e18'27 e Maraton Boston e 2004)[7].
Gant ar Breizhveuriad Fauja Singh eo dalc'het rekord ar bed evit un den ouzhpenn 90 vloaz. D'e 92 vloaz, e 2003, e oa aet betek penn ur maraton e Toronto e 5e40'1[8]. D'ar 16 a viz Here 2011, e Toronto ivez, e teuas da vezañ kentañ kantvloaziad oc'h echuiñ ur maraton en 8e25'16[9]. E 1997, ar rederez amerikan Mavis Lindgren a ziazezas ar rekord evit ar merc'hed ouzhpenn 90 vloaz en 8e53'8, e Portland (Oregon)[10].
Emdroadur rekord ar bed
Sed amañ dindan emdroadur rekord maraton ar bed[11]. A-raok 1925 e veze disheñvel an hirder diouzh an hini a-vremañ, 42,195 km. Gwall alies e oa bet pilet rekord ar bed da geñver ar World Marathon Majors : seizh gwech e Maraton Berlin, teir gwech e Maraton Boston, ha peder gwech e Maraton Chicago, Maraton Londrez ha Maraton New York pep hini anezhe.
Paotred
Merc'hed
Notennoù
- ↑ Histoire d'Hérodote, p46
- ↑ Œuvres morales gant Ploutarc'hos troet diouzh ar gregach gant Ricard, Patrom:Lire en ligne, p. 213
- ↑ PDF Le coureur de marathon : la preuve par l'histoire gant Kléanthis Paléologos, dean-enor an Akademiezh Etrebroadel Olimpek
- ↑ Patrom:Lien web
- ↑ Records du marathon, Comité international paralympique
- ↑ (it) Campione del mondo! Record di Andrea Cionna alla maratona, Noi Giornalista, 21 a viz Meurzh 2007
- ↑ (en) "Wheelchair record holder joins field", New York Times, 18 a viz Here 2006
- ↑ (en) "The ‘Turbaned Tornado’ keeps the marathon pace", The Globe and Mail, 13 a viz Here 2011
- ↑ (en) Fauja Singh becomes oldest marathon runner, BBC, 17 a viz Here 2011
- ↑ (en) Burrill racing for a record at 90, Honolulu Advertiser, 12 a viz Kerzu 2008
- ↑ (en) Marathon World Records, klasket ennañ d'an 28 a viz Mae 2009
- ↑ (en) The Olympic Games, B.C. 776 - A.D. 1896, Second Part, The Olympic Games in 1896, skrivet gant Pierre de Coubertin, Timoleon J. Philemon, N. G. Politis, Charalambos Anninos, embannet gant Charles Beck (Aten), H. Grevel and Co. (Londres) e 1987, klasket ennañ d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
- ↑ Hirder maraton ar C'hoarioù olimpek e 1896 a oa 40 000 metrad (en) Spyridon Louis
- ↑ (en) The Fourth Olympiad being The Official Report The Olympic Games of 1908 skrivet gant Theodore Andrea Cook, embannet e 1909(?) gant The British Olympic Association e Londrez, d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
- ↑ 15,0 ha15,1 sellet ouzh Istor Korea dindan beli Japan
- ↑ 16,00 16,01 16,02 16,03 16,04 16,05 16,06 16,07 16,08 16,09 16,10 16,11 16,12 16,13 16,14 16,15 16,16 16,17 16,18 16,19 ha16,20 Patrom:Ouvrage
- ↑ Kentañ amzer bet anavezet gant an IAAF. Stat Corner: First World Road Records, Track and Field News, Levrenn 56, Niverenn 2, miz C'hwevrer 2003, Pajenn 50
- ↑ Kentañ amzer bet anavezet gant an IAAF. Stat Corner: First World Road Records, Track and Field News, Levrenn 56, Niverenn 2, miz C'hwevrer 2003, Pajenn 50