Mont d’an endalc’had

Maraton (sport)

Eus Wikipedia

Ar maraton a zo ur redadeg war-droad, 42,195 km an hirder anezhi. Lod eo an diskiblezh-mañ eus ar redadegoù hir en atleterezh.

Krouet e oa bet ar maraton da geñver ar C'hoarioù olimpek hañv 1896 a oa bet dalc'het en Aten (Gres), diwar mennozh ar prederour gall Michel Bréal. Anv a oa da gounaat mojenn ar c'hannader henc'hresian Pheidippídes en divije redet eus Marathon betek Aten evit degas keloù eus an trec’h ouzh ar Bersed e -490 (kentañ brezel medek). Berr warnañ oc'h erruout en Areopagos e vije aet da Anaon goude bezañ dibunet e gemennadenn. Redet e veze ar gevezadeg war-dro 40 km a-raok na voe reolennet e hirder da vat e 1921.

Mil vrudet eo maraton ar C'hoarioù olimpek hañv (bep pevar bloaz), hini Kampionadoù atleterezh ar bed (bep eil bloaz) ha reoù ar World Marathon Major (bep bloaz) : Maraton Boston, Maraton Londrez, Maraton Berlin, Maraton Chicago ha Maraton New York.

Istor

Dislavaret e oa bet mojenn Pheidippídes gant an istorour Herodotos : war-lerc’h dilestradeg ar Bersed e Marathon e vije bet kaset Pheidippídes da glask sikour da Sparta, ouzhpenn 220 km alese. Chomet mut Spartaiz e voe ret da soudarded Aten kannañ gant tud eus Plátaia nemetken [1]. Kantvedoù diwezhatoc'h en devoa Ploutarc'hos danevellet e oa, hervez Héraclide du Pont, Thersippos an Eroeus ar gwir gannader met evit an darn vrasañ e oa un Euclès bennak[2] en divije redet, en ur reiñ e vuhez, etre Marathon hag Aten evit kas keloù d'an trec'h[3].

Ar maraton a-vremañ

Kentañ tro ma oa bet redet ur maraton olimpek, e 1896 eta, e oa aet ar maout gant ar mesaer gresian Spyrídon Loúis, 2e58’50” e amzer.

Da geñver ar C’hoarioù olimpek hañv 1908, bet dalc’het e Londrez (Bro-Saoz), e oa bet divizet lakaat hirder ar redadeg da 26 mile (douar), da lâret eo 41 608,944 m. Padal, evit ober plijadur da vugale ar familh roueel breizhveuriat a felle dezho arvestiñ ouzh ar genstriverien (un daouzek bennak anezho !) e oa bet graet d’ar maraton loc’hañ eus leton Kastell Windsor. Fentusat tra ! En ur par berr e oa bet dilec’hiet degouezh ar redadeg da White City Stadium, e-tal kichen al logell roueel m’edo Edouarzh VII staliet enni. N’eus forzh ne vefe ket reizh an hirder ken : da viken e vo 26,385 mile, pe 42,195 km. {Histoire du Marathon}

E 1960, an atleter Etiopian Abebe Bikila en devoa gounezet goude redek diarc’hen. Botoù-sport ouzh e dreid ar wech-mañ e oa aet ar maout gantañ e 1964 adarre, tapet rekord ar maraton war un dro e 2e12’11”.

Da geñver ar C’hoarioù olimpek hañv 1984, bet dalc’het e Los Angeles (Stadoù Unanet), e oa savet kentañ maraton evit an atleterezed.

Redet e vez ar maraton e dibenn ar C’hoarioù olimpek, d’an deiz diwezhañ diouzh boaz, ar pezh a ro tro d’an teir medalenn diwezhañ da vezañ deroet e-kerzh al lid-klozañ, dirak an holl atleterien bodet a-benn an degouezh.

Rekordoù

Emdroadur rekord ar bed

Paotred

Amzer Atleter Bro Lec'h Deiziad
2e58'50[4],[5] Spyrídon Loúis Patrom:Country data Greece Aten, Gres 10-04-1896
2e55'18 2/5[6] Johnny Hayes  United States Shepherd's Bush, Bro-Saoz 24-07-1908
2e52'45 4 Robert Fowler  United States Yonkers, Stadoù Unanet 01-01-1909
2e46'52 6 James Clark  United States New York, Stadoù Unanet 12-02-1909
2e46'04 6 Albert Raines  United States New York, Stadoù Unanet 08-05-1909
2e42'30 Frederick Barrett Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 08-05-1909
2e40'35 Thure Johansson Banniel Sveden Sveden Stockholm, Sveden 31-08-1909
2e38'16 2 Harry Green Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 12-05-1913
2e36'06 6 Alexis Ahlgren Banniel Sveden Sveden Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 31-05-1913
2e32'35 8 Hannes Kolehmainen Banniel Finland Finland Antwerpen, Belgia 20-08-1920
2e29'01 8 Albert Michelsen  United States Port Chester, Stadoù Unanet 13-10-1925
2e27'49 Fusashige Suzuki Banniel Japan Japan Tokyo, Japan 31-03-1935
2e26'44 Yasuo Ikenaka Banniel Japan Japan Tokyo, Japan 03-04-1935
2e26'42 Son Ki-chong Banniel Japan Japan[7]
Republik Korea Republik Korea
Tokyo, Japan 03-11-1935[7]
15-08-1945
2e25'39 Suh Yun-Bok Republik Korea Republik Korea Maraton Boston, Stadoù Unanet 19-04-1947
2e20'43[8] James Peters Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 14-06-1952
2e18'41[8] James Peters Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 13-07-1953
2e18'35[8] James Peters Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Turku, Finland 04-10-1953
2e17'40[8] James Peters Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 26-07-1954
2e15'17[8] Sergei Popov  Soviet Union Stockholm, Sveden 24-08-1958
2e15'17[8] Abebe Bikila Etiopia Etiopia Roma, Italia 10-09-1960
2e15'16[8] Tōru Terasawa Banniel Japan Japan Beppu, Japan 17-02-1963
2e14'28[8] Leonard Edelen Patrom:Stadoù Unanet Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 15-07-1963
2e13'55[8] Basil Heatley Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 13-07-1964
2e12'12[8] Abebe Bikila Etiopia Etiopia Tokyo, Japan 21-10-1964
2e12'00[8] Morio Shigematsu Banniel Japan Japan Polytechnic Marathon, Bro-Saoz 12-06-1965
2e09'37[8] Derek Clayton Banniel Aostralia Aostralia Maraton Fukuoka, Japan 03-12-1967
2e08'34[8] Derek Clayton Banniel Aostralia Aostralia Antwerpen, Belgia 03-05-1969
2e08'18[8] Robert de Castella Banniel Aostralia Aostralia Maraton Fukuoka, Japan 06-12-1981
2e08'05[8] Steve Jones Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Maraton Chicago, Stadoù Unanet 21-10-1984
2e07'12[8] Carlos Lopes Portugal Portugal Maraton Rotterdam, Izelvroioù 20-04-1985
2e06'50[8] Belayneh Dinsamo Etiopia Etiopia Maraton Rotterdam, Izelvroioù 17-04-1988
2e06'05[8] Ronaldo da Costa  Brazil Maraton Berlin, Alamagn 20-09-1998
2e05'42[8] Khalid Khannouchi Maroko Maroko Maraton Chicago, Stadoù Unanet 24-10-1999
2e05'38[8] Khalid Khannouchi Patrom:Stadoù Unanet Maraton Londrez, Bro-Saoz 14-04-2002[9]
2e04'55[8] Paul Tergat BannielKenya Kenya Maraton Berlin, Alamagn 28-09-2003
2e04'26 Haile Gebreselassie Etiopia Etiopia Maraton Berlin, Alamagn 30-09-2007
2e03'59 Haile Gebreselassie Etiopia Etiopia Maraton Berlin, Alamagn 28-09-2008
2e03'38 Patrick Makau BannielKenya Kenya Maraton Berlin, Alamagn 25-09-2011

Patrom:Boîte déroulante fin

  1. Histoire d'Hérodote, p46
  2. Œuvres morales gant Ploutarc'hos troet diouzh ar gregach gant Ricard, Patrom:Lire en ligne, p. 213
  3. PDF Le coureur de marathon : la preuve par l'histoire gant Kléanthis Paléologos, dean-enor an Akademiezh Etrebroadel Olimpek
  4. (en) The Olympic Games, B.C. 776 - A.D. 1896, Second Part, The Olympic Games in 1896, skrivet gant Pierre de Coubertin, Timoleon J. Philemon, N. G. Politis, Charalambos Anninos, embannet gant Charles Beck (Aten), H. Grevel and Co. (Londres) e 1987, klasket ennañ d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
  5. Hirder maraton ar C'hoarioù olimpek e 1896 a oa 40 000 metrad (en) Spyridon Louis
  6. (en) The Fourth Olympiad being The Official Report The Olympic Games of 1908 skrivet gant Theodore Andrea Cook, embannet e 1909(?) gant The British Olympic Association à Londres, d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
  7. 7,0 ha7,1 sellet ouzh Istor Korea dindan beli Japan
  8. 8,00 8,01 8,02 8,03 8,04 8,05 8,06 8,07 8,08 8,09 8,10 8,11 8,12 8,13 8,14 8,15 8,16 8,17 8,18 8,19 ha8,20 Patrom:Ouvrage
  9. Ce temps fut le premier record reconnu par l'IAAF. Stat Corner: First World Road Records, Track and Field News, Volume 56, No. 2, Février 2003, Page 50