20 Gouere
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1402 : trec'h Tamerlan (Timour lenk) war an Durked Otoman en Ankara.
- 1795 : kreñvlec'h Pentevr e Kiberen kemeret gant ar jeneral Hoche digant ar Chouaned.
- 1810 : dizalc'hidigezh Kolombia.
- 1861 : pozet eo kentañ maen karrbont Montroulez.
- 1924 : skipailh c'hall ar water-polo (paotred), a ya da gampionez olimpek e Pariz.
- 1933 : emglev sinet etre ar Pab Pi XI ha Hitler.
- 1944 : gwalldaol c'hwitet a-enep da Hitler.
- 1947 : trec'h ar marc'hhouarner breizhat (ha gall) Jean Robig e dibenn an Dro-Frañs.
- 1951 : ar roue Abdallah eus Jordania drouglazhet e Jeruzalem.
- 1954 : harz-brezel sinet etre Frañs hag ar Vietminh e Jeneva.
- 1976 : meurzhidigezh Viking 1.
- 1969 : loaridigezh Neil Armstrong hag Edwin Buzz Aldrin. An den kentañ o vale war al loar eo Neil Armstrong.
- 1996 :
- Caroline Dickinson, plac'h yaouank saoz gwallet ha muntreet e Planfili.
- David Douillet, judoka gall, a ya da gampion olimpek en Atlanta (Stadoù Unanet).
Ganedigezhioù
- 1519 : Inosant IX (bet ganet Giovanni Antonio Facchinetti), 230vet pab († 30 a viz Kerzu 1591 e Roma).
- 1822 : Gregor Mendel, bevoniour eus Aostria († 6 a viz Genver 1884 e Brno (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1938 : Natalie Wood, aktourez amerikan († 29 a viz Du 1981 en Enez Santa Catalina (Stadoù Unanet)).
- 1944 : Olier a Gersaozon, merdeer ha skrivagner gall.
- 1947 : Carlos Santana, soner.
Marvioù
- 1524 : Klaoda a Vro-C'hall, rouanez Bro-C'hall, dugez Breizh (° 13 a viz Here 1499 e Romorantin).
- 1876 : Johann Löwenthal, mestrc'hoarier echedoù hungarat (° 15 a viz Gouere 1810 e Pest (Hungaria)).
- 1923 : Pancho Villa, dispac'hour eus Mec'hiko (° 5 a viz Mezheven 1878 e San Juan del Río (Mec'hiko)).
- 1973 : Bruce Lee, aktour sinema (° 27 a viz Du 1940 e San Francisco).
Lidoù
- Iliz katolik roman
- Ar profed Elia, penitiour yuzhev war ar Menez-Karmel (9vet kantved kent Jezuz-Krist)
- Santez Marc'harid, plac'h yaouank merzheriet e Kêr-Antiokeia (3de kantved)