Mont d’an endalc’had

Bayezid Iañ

Eus Wikipedia
Stumm eus an 7 Kzu 2011 da 04:09 gant EmausBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.6.4) (Robot ouzhpennet: kk:Баязид І)
Bayezid Iañ

Bayezid I, (e turkeg otomanek بايزيد الأول), lesanvet Yıldırım (ar foeltr), a voe pevare sultan an impalaeriezh otoman. Ganet e voe e 1360 en Edirne ha marvet e 1403.

Mab e oa da Murat I ha Gülçiçek Hatun.

Tremen a reas e vugaleaj e palez Bursa, asambles gant e vreudeur. Goude-se ec'h eas da brefed e Kütahya.

Ren

E 1389, goude marv Murat I, e savas beylikoù 'zo eus Anatolia a-enep d'an Otomaned. Bayezid hag a oa o vrezeliñ er Balkanioù d'ar mare-se, a yeas da stourm ouzh an emsavidi ha trec'hiñ a reas ar meuriadoù Aydınoğulları, Saruhanoğulları, Germiyanoğulları, Menteşeoğulları hag Hamidoğulları e 1390. E 1391 e stagas tachennoù Mibien Karaman (Karamanoğulları) ouzh e impalaeriezh.

Goude e drec'hioù en Anatolia e tivizas Bayezid gronnañ ha lakaat seziz war Bizantion. Ar wech kentañ e voe d'an Otomaned klask aloubiñ kêrbenn an impalaeriezh Vizantat ha seizh miz e padas ar seziz. Dilezet e voe pa erruas ul lu hungariat, renet gant ar roue Sigismund, e tiriadoù an Durked (1392).

Goude bezañ trec'het ha staget Salonik hag he zrowardroioù ouzh an impalaeriezh otoman (1394) e lakaas seziz en-dro war Bizantion (1395). Evit an eil gwech e voe ret dezhañ dilezel e vennozh aloubiñ ar gêr vras pa teuas Kroazidi d'he difenn.

Sevenadur

En e raok:
Murat I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
13891402
War e lerc'h:
Mehmet I