Pantekost
Pantekost (diwar ar gregach πεντήκοντα / pentekosta, "hanter-kantvet") a zo anv un degouezh eus an Aviel hag ur gouel kristen. Meneget eo al lid anezhañ abaoe ar pevare kantved evel ur gouel graet hanter-kant deiz war-lerc'h Sul Fask.
Delc'her a ra soñj ar Gristenien e oa diskennet ar Spered Santel war diskibien Jezuz Krist gant ar gouel-se. Deiz ar Pantekost, ar Spered Santel a ziskennas war an diskibien gant stumm teodoù-tan evel m'eo skrivet e levr ar Bibl, Oberoù an Ebestel. Reiñ e oa dezho galloud komz an holl-yezhoù evit embann keloù mat an Aviel.
Hervez an Hengoun, an ober-se a loc'has avielerezh ar Bed.
Bep bloaz, e vez aozet sakramant ar Gouzoumenn tro-dro mare ar Pantekost evit diskouez d'an holl e vez ar Gristenien galvet da vezañ ebestel en o buhez pemdeziek.
Ar Pantekost a zo unan eus ar misterioù glorius prederiet gant ar chapeled.