Amfitryon : diforc'h etre ar stummoù
D Robot kemmet: ko:암피트뤼온 |
D Robot ouzhpennet: bg:Амфитрион |
||
Linenn 42: | Linenn 42: | ||
[[ar:أمفيترون]] |
[[ar:أمفيترون]] |
||
[[bg:Амфитрион]] |
|||
[[ca:Amfitrió]] |
[[ca:Amfitrió]] |
||
[[cs:Amfitryón]] |
[[cs:Amfitryón]] |
Stumm eus an 18 Her 2009 da 00:31
Amfitrion, a oa dimezet da Alkmena, a oa tad Ifikles, Herakles, ha Perimede, e mojennoù kozh Hellaz. Mab e oa da Alkea, a oa mab da Perseüs, ha roue e oa e Tirint.
Ar vojenn
Preizherien Tafos
Pa varvas e dad Perseüs eo e eontr Elektrion aan hini a voe lakaet da roue en Argolis. C'hoantaat a reas Amfitrion dimeziñ da Alkmena, merc'h Elektrion, met ne fellas ket da zanvez e dad-kaer e kouskjent a-gevret ken na vije kaset an dorzh d'ar gêr da enez Tafos, a oa deuet tud anezhi da laerezh e chatal, hag o doa lazhet e vibien.
Kaset e voe Amfitrion gant Elektrion da Elis eta da adkemer ar chatal laeret ha kuzhet gant tud Tafos. Pa zistroas gant al loened e taolas ur vazh gant ul loen hag e lazhas e dad-kaer en desped dezhañ. Neuze eo Stenelos, breur Elektrion, a harluas Amfitrion war-zigarez e oa bet muntret Elektrion gantañ, hag a voe anvet da roue e Mikenai.
Neuze e tec'has Amfitrion gant Alkmena da d-Thebai, hag eno e voe glanaet eus e dorfed gant Kreon, roue Thebai.
Chaseal al louarn
Dial ebet ne oa bet eus marv breudeur Alkmena avat. Da Amfitrion da gas an dial da benn. Nac'h kousket gantañ a ra Alkmena keit ha ma ne vo ket graet. Hag eñ mont da c'houlenn skoazell digant Kreon. Prest e oa da sikour, eme ar roue, met a-raok e oa ret kaout an dizober eus ul louarnez. Honnezh a oa ul loen spontus, bet kaset gant Hera, pe marteze gant Dionisos, da ober freuz ha reuz war ar maez, war-dro Teumes. Ur paotr yaouank a yae ganti bep miz.
Kefalos, roue Aten d'ar poent, ha eontr Amfitrion ouzhpenn, en devoa ur c'hi-hemolc'h , Laelaps, a oa gouest da dapout ne vern peseurt preizh. Hag Amfitrion d'e amprestañ, o kinnig en eskemm un darn eus ar skrap a raio diwar-goust tud Tafos. A-benn ar fin e voe troet an daou loen e mein gant Zeus.
An dial
Sikour a roas Kreon d'ober brezel ouzh Tafos. Gant Amfitrion e vo ivez e eontr Kefalos, Heleios, Panopea, ha Lokrianed. Hatoup war-du Tafos, ma oa ar roue Pterelaos o ren.
Pterelaos, hennezh a oa ur roue hag en devoa ur vlevenn aour re-kreiz e vlev, hag evit e lazhañ e oa ret troc'hañ ar vlevenn vurzhudus-se. Gwashañ pezh a oa: n'haller ket kemer e gêr-benn ma chom bev. Dre chañs en doa ur verc'h.
Ha honnezh, ar verc'h-se, Komaitho hec'h anv, a eas dra droc'hañ ar vlevenn diwar benn he zad, mann nemet dre garantez ouzh Amfitrion. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitrion ar verc'h treitour, hag e roas an inizi d'e genvrezelourien: Kefallenia da Gefalos, hag ar re all da Heleios.
Pa zistroas Amfitrion da Debai, hep bezañ kemennet e oa da erruout, e kavas iskis o welout ne oa ket souezhet e wreg Alkmena ouzh e welout. Rak hi a lavar e oa ganti en noz kent, hag ouzhpenn-se o deus lidet o eured a-benn ar fin en o gwele.
Nec'het e oa Amfitrion, ma 'z eas davit an diouganer meur Tiresias. Hag ar beleg kozh da zisplegañ dezhañ e oa bet Zeus o tremen an nozvezh kent gant Alkmena, kemeret gantañ tres he fried. Gwashañ pezh zo, astennet en doa an noz, a badas kement ha teir, evit brazezañ anezhi a-zoare, ha reiñ un haroz dezhi evel mab. N'eo ket plijet Amfitrion o vezañ dogan, met plegañ da youl andoueed zo ret. Nav miz war-lerc'h setu Alkmena o c'henel gevelled: Alkides (avo anvet Herakles diwezhatoc'hik), a zo mab da Zeus, hag Ifikles, mab da Amfitrion, ha n'eo ket ken nerzhus.
El lennegezh
Meneget eo Amfitrion e pezhioù-c'hoari:
- Amfitrion, pezh Plautus, skrivagner latin
- Amfitrion, pezh Molière, skivagner gall, savet diwar hini Plautus e 1668
- Amfitrion, pezh John Dryden, skrivagner saoz, e 1690
- Amphitryon, pezh Kleist, skrivagner alaman e 1807
- Amphitryon 38, gant Jean Giraudoux, skrivagner gall, e 1929.