Joakim Gwilhom : diforc'h etre ar stummoù
Buhez ha levrlennadurezh |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 14: | Linenn 14: | ||
* ''Vocabulaire nouveau, ou Dialogues français et bretons'', Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1885. |
* ''Vocabulaire nouveau, ou Dialogues français et bretons'', Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1885. |
||
== |
== Levrlennadur == |
||
* Abeozen, ''Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ'', Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1957. |
* Abeozen, ''Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ'', Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1957. |
||
* Lukian Raoul, ''Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien vrezhonek’’, Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Guillome, Joachim. |
* Lukian Raoul, ''Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien vrezhonek’’, Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Guillome, Joachim. |
Stumm red eus an 2 Gwe 2024 da 16:27
Joakim Gwilhom[1] pe Joakim Guilhom[2] (1797-1857), Joachim Guillome er marilhoù-kêr, ganet e Malgeneg d’ar 1añ a viz Meurzh 1797 ha marvet e Kergrist d’ar 5vet a viz Here 1857, oa ur beleg breizhat eus Bro-Wened, yezhadurour ha skrivagner brezhonek, ur barzh eus ar re wellañ a-hervez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet en un tiegezh kouerien, e kêriadenn Bonarzh, e parrez Malgeneg, e c’hellas ober studioù uhel evit mont da vezañ beleg a-drugarez d’e eontr, lesanvet Gwilhom Vras, hemañ ur penn e-touez ar Chouanted a-raok mont da veleg ha bezañ anvet da berson e Gregam goude ar C’honkordat e 1804. Pa voe o studiañ e Skolaj Gwened e kemeras perzh da emsavadeg Skolajidi Wened aet da skarzhañ ar soudarded kaset gant an impalaer Napoleon e 1815.
Beleget e 1821 e voe anvet da gure e Sine, ha diblaset e voe da Bleuwigner e 1828 p’en doe displijet d’an eskob abalamour d'e dro-spered. Ne voe ket anvet da berson a-raok 1841 e Kergrist, e-lec’h ma varvas e 1857. Koulskoude e chomas mignon d’ar prelad Yann-Vari ar Joubiouz, sekretour prevez an eskibien.
Skrivagner relijiel, yezhadurour ha troour Vergilius
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Grammaire française-bretonne contenant tout ce qui est utile pour apprendre la langue bretonne de l’idiome de Vannes, Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1836. Da vezañ gwelet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2
- Livr er labourér…’’, Gwened, Ti-moullerezh De la Marzelle, 1849. Adembannet e 1923. Adembannet gant Preder e 1979: Livr el Labourer. Da vezañ gwelet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2
- Guerzenneu eid Escobty Guened, 1857
- Imitation er Hiérhiès glorius Vari ar scuir imitation Jesus-Chrouist, Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1864.
- Vocabulaire nouveau, ou Dialogues français et bretons, Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1885.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Abeozen, Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1957.
- Lukian Raoul, Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien vrezhonek’’, Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Guillome, Joachim.
- Yves Le Berre, Livr el laboureur : géorgiques bretonnes. Studiadenn gent : Le paysage de rêve’’. Testenn an embannadur 1849 e fac-simile, Brest, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, 1991. Cahiers de Bretagne occidentale, (ISBN 2901737072)
- Yves Le Berre, La littérature de langue bretonne : livres et brochures de 1790 et 1918, Levrenn II, Brest, Emgleo Breiz-Ar Skol brezoneg, 1994. Pennad : Guillome Joachim.
- Paskal Rannou et alii (renerezh), La littérature en langue bretonne des origines à nos jours, Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2024, p. 134.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Abeozen, Istor Lennegezh an Amzer-vremañ, pajenn 19.
- ↑ Lukian Raoul, Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien vrezhonek…, 1992., pajenn 128.