Istor Iran : diforc'h etre ar stummoù
Arko (kaozeal | degasadennoù) difaziañ liammoù |
Arko (kaozeal | degasadennoù) Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 8: | Linenn 8: | ||
==Impalaeriezhioù an Henamzer== |
==Impalaeriezhioù an Henamzer== |
||
E deroù an III{{e}} milved e teu war wel e [[Suz (Elam)|Suz]] un doare skrivañ, deveret eus ar reizhiad sumerian emichañs, evit taolenniñ an [[elameg]], ha difoupañ a ra an Impalaeriezh Elamat, anezhi ur galloud nevez e mervent Iran, kevezer da impalaerezhioù amezek [[Babilon]] hag [[Asiria]]. E-doug an [[Eil milved kent Jezuz-Krist|Eil milved kent JK]] ez erru war ar plateiz iranat pobloù a zeu eus kreiz Azia. Komz a raent rannyezhoù eus an [[henberseg]], anezhañ unan eus ar [[yezhoù iranek]] eus kerentiad ar [[yezhoù indezeuropek]], kar d’an [[avesteg]] ha d’ar [[sañskriteg]]. E-kreiz ar {{VIIvet}} kantved kent JK, strolladoù meuriadoù iranat, a reer [[Meded]] anezho, a dorr yev an Asirianed hag a ra o renkoù er c’horn-bro. E fin an hevelep kantved en em zieub ar Veded hag ar Vabilonianed da vat diouzh ar galloud asirian dre gemer [[Ninive]] e 612 kent JK. D’ar memes mare e teu war wel ar mammennoù kentañ a veneg [[Kirus Iañ|Kirus I{{añ}}]], roue [[Anshan]], mab-bihan [[Achemenes]], hag eñ diazezer kentañ Impalaeriezh pers, hini an [[ |
E deroù an III{{e}} milved e teu war wel e [[Suz (Elam)|Suz]] un doare skrivañ, deveret eus ar reizhiad sumerian emichañs, evit taolenniñ an [[elameg]], ha difoupañ a ra an Impalaeriezh Elamat, anezhi ur galloud nevez e mervent Iran, kevezer da impalaerezhioù amezek [[Babilon]] hag [[Asiria]]. E-doug an [[Eil milved kent Jezuz-Krist|Eil milved kent JK]] ez erru war ar plateiz iranat pobloù a zeu eus kreiz Azia. Komz a raent rannyezhoù eus an [[henberseg]], anezhañ unan eus ar [[yezhoù iranek]] eus kerentiad ar [[yezhoù indezeuropek]], kar d’an [[avesteg]] ha d’ar [[sañskriteg]]. E-kreiz ar {{VIIvet}} kantved kent JK, strolladoù meuriadoù iranat, a reer [[Meded]] anezho, a dorr yev an Asirianed hag a ra o renkoù er c’horn-bro. E fin an hevelep kantved en em zieub ar Veded hag ar Vabilonianed da vat diouzh ar galloud asirian dre gemer [[Ninive]] e 612 kent JK. D’ar memes mare e teu war wel ar mammennoù kentañ a veneg [[Kirus Iañ|Kirus I{{añ}}]], roue [[Anshan]], mab-bihan [[Achemenes]], hag eñ diazezer kentañ Impalaeriezh pers, hini an [[Ac'haemenided]]. |
||
[[Restr:Persepolis iran.jpg|thumbnail|kleiz|Dismantroù palez an [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Ac'haemenided]], [[Persepolis]].]] |
[[Restr:Persepolis iran.jpg|thumbnail|kleiz|Dismantroù palez an [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Ac'haemenided]], [[Persepolis]].]] |
||
Linenn 27: | Linenn 27: | ||
En {{VIIIvet}} kantved, [[Khorasan]], unan eus ar proviñsoù bras e gwalarn ar vro (a oa enni d’ar mare-se [[Tadjikistan]], [[Afghanistan]] ha [[Turkmenistan]] bremañ), a yeas a-du gant kredenn ar [[Chiited]] evit en em zizober diouzh aotrouniezh an Arabed. Dont a ra da vezañ ur greizenn enebiñ ouzh ar galloud, hag e [[748]] e tistag un emsavadeg a roio lamm da rummad-roueed an [[Omeyyaded]]. |
En {{VIIIvet}} kantved, [[Khorasan]], unan eus ar proviñsoù bras e gwalarn ar vro (a oa enni d’ar mare-se [[Tadjikistan]], [[Afghanistan]] ha [[Turkmenistan]] bremañ), a yeas a-du gant kredenn ar [[Chiited]] evit en em zizober diouzh aotrouniezh an Arabed. Dont a ra da vezañ ur greizenn enebiñ ouzh ar galloud, hag e [[748]] e tistag un emsavadeg a roio lamm da rummad-roueed an [[Omeyyaded]]. |
||
Diskenn a ra ar rummadoù-roueed o deus renet war-lerc’h an [[Abasided]] eus meuriadoù brezelerien gantreat, turkegerien anezho, a oa aet adalek [[kreiz Azia]] betek [[Transoksian]] abaoe ouzhpenn ur milved. Bep ma tigresk galloud ar galifed e teu war wel rummadoù-roueed dizalc’h e meur a lec’h en Iran. Darn anezho a oa galloudus ha levezonus-bras. E-touez ar re-se e c’haller menegiñ [[Tahirided]] [[Khorasan]] (820-872), ar [[Safarided]] e [[Sistan]] (867-903) hag ar [[Samanided]], a orin eus [[Boukhara]]. An emired [[samanid]] a denno o mad eus nerzh o armerzh hag o soudarded evit ober eus o lez e [[Boukhara]] hag eus o c’hêrioù-penn rannvroel ([[Samarkand]], [[Balkh]], [[Merv]], [[Nichapour]]) kreizennoù evit buhez ar spered, kevezerien da v[[Baghdad]]. Ouzhpenn ar sevenadur arab klasel e raint evit difluk al lennegezh e perseg modern (enebet ouzh [[henberseg]] an [[ |
Diskenn a ra ar rummadoù-roueed o deus renet war-lerc’h an [[Abasided]] eus meuriadoù brezelerien gantreat, turkegerien anezho, a oa aet adalek [[kreiz Azia]] betek [[Transoksian]] abaoe ouzhpenn ur milved. Bep ma tigresk galloud ar galifed e teu war wel rummadoù-roueed dizalc’h e meur a lec’h en Iran. Darn anezho a oa galloudus ha levezonus-bras. E-touez ar re-se e c’haller menegiñ [[Tahirided]] [[Khorasan]] (820-872), ar [[Safarided]] e [[Sistan]] (867-903) hag ar [[Samanided]], a orin eus [[Boukhara]]. An emired [[samanid]] a denno o mad eus nerzh o armerzh hag o soudarded evit ober eus o lez e [[Boukhara]] hag eus o c’hêrioù-penn rannvroel ([[Samarkand]], [[Balkh]], [[Merv]], [[Nichapour]]) kreizennoù evit buhez ar spered, kevezerien da v[[Baghdad]]. Ouzhpenn ar sevenadur arab klasel e raint evit difluk al lennegezh e perseg modern (enebet ouzh [[henberseg]] an [[Ac'haemenided]] hag ouzh [[krennberseg]] ar [[Sasanided]]). Evito da vezañ Sunnited e roint o gwarez da brederourien a oa o mennozhioù enep ar reizhkredenn a-wechoù. |
||
E 962 ez aloub ur gouarnour a orin turk kêr [[Ghazna]] (en Afghanistan bremañ). Diazezañ a ra ur rummad-roueed, ar c’h[[Ghaznevided]] anezho, hag a reno war [[Khorasan]], kêr [[Ghazna]] ha [[Panjâb]]. Dindan paeroniezh [[Mahmûd de Ghaznî]], an trede hini eus ar c’h[[Ghaznevided]], e vo lakaet dre skrid, e perseg, mojennoù dre gomz ar Bersed (''[[Shâh Nâmâ]]'', da lavaret eo "Levr ar Roueed"). |
E 962 ez aloub ur gouarnour a orin turk kêr [[Ghazna]] (en Afghanistan bremañ). Diazezañ a ra ur rummad-roueed, ar c’h[[Ghaznevided]] anezho, hag a reno war [[Khorasan]], kêr [[Ghazna]] ha [[Panjâb]]. Dindan paeroniezh [[Mahmûd de Ghaznî]], an trede hini eus ar c’h[[Ghaznevided]], e vo lakaet dre skrid, e perseg, mojennoù dre gomz ar Bersed (''[[Shâh Nâmâ]]'', da lavaret eo "Levr ar Roueed"). |
Stumm eus an 22 Ebr 2020 da 08:52
Gant Iran ez eus unan eus sevenadurioù koshañ ar bed.
En Iran ez eus aspadennoù eus obererezh mab-den hag aspadennoù sevenadurel eus oadvezh ar maen. Adkavet ez eus bet binvioù maen eus ar Paleolitik izelañ e Balouchistan Iran. Emaint e-touez ar binvioù koshañ a zo bet dizoloet en Iran, hag istimañ a reer o oad da 800 000 a vloavezhioù.
E gwalarn Iran e krogas an tremen d’un armerzh produiñ madoù e-pad ar Mezolitik (10 000 bloaz kent JK), peogwir ez eus ul lec’hienn gant roudoù eus an obererezh-se e korn-bro mor Kaspia. Deroù an Neolitik en Iran zo etre ar VIIvet hag ar VIvet milved kent JK. Tureng Tepe ha Yarim Tepe a brou e oa bet kreizennoù labour-douar e traoñienn Gorgan er VIvet milved kent JK. Darempredoù tost a vefe bet etre ar sevenadurioù-se ha sevenadurioù amezek Jeitun (su Turkmenistan) ha Sialk II (tost da gKashan e-kreiz Iran), er-maez eus traoñienn Gorgan.
A-hed ar IV milved kent JK e pad Oadvezh ar c’houevr en Iran, aroueziet gant traezoù kouevr ha priaj livet e Suzian (mervent Iran, bremañ war tiriad Khuzestan) hag e Sialk (kreiz Iran). A-boan eo krog an henoniourien d'anavezout orin ar sevenadurezhioù annezet war an douar-mañ, evel sevenadurezh Jiroft, 5000 bloaz zo, a savas kêrioù kalz a-raok ar sevenadurezhioù egiptat ha gresian.
Impalaeriezhioù an Henamzer
E deroù an III milved e teu war wel e Suz un doare skrivañ, deveret eus ar reizhiad sumerian emichañs, evit taolenniñ an elameg, ha difoupañ a ra an Impalaeriezh Elamat, anezhi ur galloud nevez e mervent Iran, kevezer da impalaerezhioù amezek Babilon hag Asiria. E-doug an Eil milved kent JK ez erru war ar plateiz iranat pobloù a zeu eus kreiz Azia. Komz a raent rannyezhoù eus an henberseg, anezhañ unan eus ar yezhoù iranek eus kerentiad ar yezhoù indezeuropek, kar d’an avesteg ha d’ar sañskriteg. E-kreiz ar VIIvet kantved kent JK, strolladoù meuriadoù iranat, a reer Meded anezho, a dorr yev an Asirianed hag a ra o renkoù er c’horn-bro. E fin an hevelep kantved en em zieub ar Veded hag ar Vabilonianed da vat diouzh ar galloud asirian dre gemer Ninive e 612 kent JK. D’ar memes mare e teu war wel ar mammennoù kentañ a veneg Kirus Iañ, roue Anshan, mab-bihan Achemenes, hag eñ diazezer kentañ Impalaeriezh pers, hini an Ac'haemenided.
Mac’herien sklêrijennet e oa an Ac'haemenided. Gallet o doa sevel un impalaeriezh eus ar vent-se dre lezel un tamm emrenerezh d’ar satrapiezhoù a oa holl liammet gant ur rouedad hentoù divent. An istorourien a laka war anv Kirus II kentañ disklêriadur gwirioù mab-den. Enskrivet e oa bet gantañ war kranenn Kirus.
Brezeliñ a rae an impalaeriezh ouzh ar C’hresianed, hag adalek ren Xerxes Iañ e krogas an diskar anezhi. Goude-se e vo aloubet ar vro gant Alesant Veur, e 330 kent JK, ha kemeret e voe Persepolis, kêr-benn an Achemenided. War o lerc'h e teuas ar Seleukided, ur rummad roueed a ziskenne eus jeneraled c’hresian Aleksandr hag a yeas da get e 60 kent JK.
Diazezet eo impalaeriezh Part gant daou vreur, Arsakes ha Tiridates. En em zistrobañ a reont diouzh yev ar Seleukided e takadoù distro eus norzh Iran war-dro 250 kent JK. Adalek eil hanterenn an IIl kantved hepken e profit ar Barted, diskennidi ar Skited, eus gwander ar Seleudiked evit kontrollañ tamm-ha-tamm an holl diriadoù er reter da Siria. E 224 ez echuas an impalaeriezh-mañ war a seblant, pa voe roet lamm d’ar roue Artaban IV gant unan eus e wizien, eus rummad-roueed ar Sasanided.
An eil impalaeriezh pers eo impalaeriezh ar Sasanided, anezho pevare rummad-roueed Iran (226-651). Ar Sasanided e voe ar re gentañ oc’h ober Eranshahr pe Iranshahr (ايرانشهر) eus o impalaeriezh. Talvezout a ra kement ha "Douar an Arianed".
Mare ar Sasanided, e-pad an Henamzer, a seller outañ evel unan eus ar prantadoù pouezusañ en istor Iran. War dachennoù a-leizh en deus gwelet sevenidigezhioù brasañ ar sevenadurezh pers ha kalz a levezon en deus bet war ar sevenadurezh roman. Aet eo levezon sevenadurel ar Sasanided kalz en tu-hont da harzoù an impalaeriezh, betek tizhout kornôg Europa, Afrika, Sina hag India. Padout a reas al levezon-se e-pad ar prantad islamek.[1].
Donedigezh an Islam
Goude bezañ roet lamm d’an arme vizantat e Damask e 635 e krog Abou Bakr da aloubiñ Iran. E 637 ez aloub an armeoù arab kêr-benn ar Sasanided, Ktesifon, a adanvont Madain. E 641-642 e trec’hont arme ar Sasanided en emgann Nahavand, ha dre se e tigoront an hent da alouberezh Iran a-bezh. Buan a-walc’h e troas tud ar c’hêrioù ouzh an islam, rak emsav e oa. Gorrekoc’h e voe an distro e-touez ar beizanted hag an dikhaned (perc’henned douar). En IXvet kantved hepken e teuas ar muiañ-niver eus Iraniz da vezañ muzulman. Bezañ ma veze techet an alouberien, ha dreist-holl an Omeyyaded (ar remziad war-lerc’h Mohammed hag ar pevar c’halif kentañ etre 661 ha 750), da lakaat an Arabed da dremen da gentañ e-touez ar vuzulmaned, e reas Iraniz o zoull tamm-ha-tamm er gumuniezh nevez.
En VIIIvet kantved, Khorasan, unan eus ar proviñsoù bras e gwalarn ar vro (a oa enni d’ar mare-se Tadjikistan, Afghanistan ha Turkmenistan bremañ), a yeas a-du gant kredenn ar Chiited evit en em zizober diouzh aotrouniezh an Arabed. Dont a ra da vezañ ur greizenn enebiñ ouzh ar galloud, hag e 748 e tistag un emsavadeg a roio lamm da rummad-roueed an Omeyyaded.
Diskenn a ra ar rummadoù-roueed o deus renet war-lerc’h an Abasided eus meuriadoù brezelerien gantreat, turkegerien anezho, a oa aet adalek kreiz Azia betek Transoksian abaoe ouzhpenn ur milved. Bep ma tigresk galloud ar galifed e teu war wel rummadoù-roueed dizalc’h e meur a lec’h en Iran. Darn anezho a oa galloudus ha levezonus-bras. E-touez ar re-se e c’haller menegiñ Tahirided Khorasan (820-872), ar Safarided e Sistan (867-903) hag ar Samanided, a orin eus Boukhara. An emired samanid a denno o mad eus nerzh o armerzh hag o soudarded evit ober eus o lez e Boukhara hag eus o c’hêrioù-penn rannvroel (Samarkand, Balkh, Merv, Nichapour) kreizennoù evit buhez ar spered, kevezerien da vBaghdad. Ouzhpenn ar sevenadur arab klasel e raint evit difluk al lennegezh e perseg modern (enebet ouzh henberseg an Ac'haemenided hag ouzh krennberseg ar Sasanided). Evito da vezañ Sunnited e roint o gwarez da brederourien a oa o mennozhioù enep ar reizhkredenn a-wechoù.
E 962 ez aloub ur gouarnour a orin turk kêr Ghazna (en Afghanistan bremañ). Diazezañ a ra ur rummad-roueed, ar c’hGhaznevided anezho, hag a reno war Khorasan, kêr Ghazna ha Panjâb. Dindan paeroniezh Mahmûd de Ghaznî, an trede hini eus ar c’hGhaznevided, e vo lakaet dre skrid, e perseg, mojennoù dre gomz ar Bersed (Shâh Nâmâ, da lavaret eo "Levr ar Roueed").
Da c’houde ez eus kollet lies kêr gant ar Samanided e-kerz ur strollad turk nevez-erruet er vro, ar Seljoukided, ur c’hlan pobloù turk Oghouz anezho, hag a oa o vevañ a-raok en norzh d’an Oksus (Amou Darya bremañ). Gant o fenn-meuriad Toghrul-Beg eo bet kaset o soudarded enep Ghaznevided Khorasan da gentañ. E-pad ren unan eus warlerc’hidi Toghrul-Beg, Malik Shah e anv (1072 - 1092), ez anavez Iran un azginivelezh a-fet sevenadur ha skiant, a lakaer war gont e vizir donezonet, Nizam al-Mulk. Gant ar renerien-se eo bet krouet arsellva Esfahan m’en deus graet Omar Khayyam an darn vrasañ eus e arnodennoù a-benn krouiñ un deiziadur nevez, o lakaat ur bloavezh bizeost hag o vuzuliañ pad ar bloaz evel 365,24219858156 devezh. Oberennoù arz puilh ha brav a vez savet ivez gant ar Seljoukided d’ar mare-se.
Goude marv Malik Shah e 1092 eo renet Iran c’hoazh gant remziadoù lec’hel. E-keit-se e vod Gengis Khan meuriadoù mongol. E 1219 e kas e armeoù 700 000 a dud war-du ar c’hornôg hag e trast buan Boukhara, Samarkand, Balkh, Merv ha Nichapur. A-raok e varv e 1227 e tizh kornôg Azerbaidjan en ur breizhañ ha deviñ ar c’hêrioù war e hent. Drastus eo alouberezh Iran gant ar Vongoled evit Iraniz. Distrujet ez eus bet qanatoù a-leizh (reizhiadoù dourañ hengounel) ha dre se ez eus bet gwastet ur rouedad annez a oa didroc’h a-walc’h hag ez eus bet krouet lies kêr-oaziz war un douar ma oant dibaot a-ziaraok. Kalz a annezidi zo lazhet, ar baotred dreist-holl, hag etre 1220 ha 1258 e tigresk trumm poblañs Iran. Goude marv unan eus ar roueed vongol diwezhañ, Abu Said, e 1335, e kouezh Iran adarre etre daouarn meur a remziad lec’hel ha dizalc’h : ar vMuzafarided, ar Jalayirided pe re all.
Tamerlan eo an impalaer da-heul. A orin turk pe mongol e oa hervez ar mammennoù. Da gentañ ez aloubas Transoksian hag e reas eus Samarkand e gêr-benn. E 1381 a-benn ar fin e teu da vezañ impalaer Iran a-bezh. Impalaeriezh an Dimurided, krignet gant stourmoù diabarzh, a ya e tammoù e 1507 pa vez kemeret Samarkand gant Ouzbeked eus rummad-roueed ar Chaybanided. D’an ampoent emañ ar Safavided, a orin eus Ardabil en Azerbaidjan iranat, o vont da gemer ar galloud e kornôg Iran ha da aloubiñ en-dro un darn vat eus tiriad Iran evel ma oa da vare ar Sasanided.
Ezel eo ar Safavided eus un urzh relijiel soufi, ar gQizilbash. Kemer a reont Tabriz e 1501, hag ober o c’hêr-benn anezhi. Diwar atiz Ismail Iañ, roue kentañ ar Safavided anezhañ, e tro Iran ouzh ar chiitiezh. Gant an distro-se e tiskouez he youl da gemer he c’hreñv war aotrouniezh an Otomaned sunnit ha da grouiñ un identelezh iranat dibar.
E barr o brud emañ ar Safavided dindan ren Shah Abbas Iañ (1587 - 1629) : dont a ra a-benn d’en em zizober diouzh ar gourdrouzoù diavaez dre sinañ feurioù-emglev. Kempouezañ a ra galloud ar strolladoù armet dre grouiñ ur rann-arme gant Armeniz ha Georgiz feal dezhañ, astenn an tiriad meret gant e Stad ha kreizennañ muioc’h c’hoazh ar velestradurezh. Skoazellet en deus ivez an ensavadurioù relijiel dre sevel moskeennoù ha madrasaoù (skolioù relijiel). Padal, dindan e ren e weler an ensavadurioù relijiel hag ar Stad o tisrannañ tamm-ha-tamm, en ul lusk war-du un urzhaz relijiel dizalc’h. Un oadvezh aour eo e ren ivez evit ar c’henwerzh hag an arzoù. Degemer a ra kenwerzherien estren (Breizhveuriz, Hollandiz, Frañsizien hag all) goude bezañ argaset Portugaliz a zalc’he strizh-mor Ormouz.
Goude marv Shah Abbas e krog da vat diskar ar Safavided. An diskar-se a roio an tu da veuriadoù afghan da vezañ trec’h meur a wech war harzoù ar c’hornôg e 1722 ha da vont buan betek ar gêr-benn, o lakaat un termen da rummad-roueed ar Safavided. Berr a-walc’h eo dreistelezh an Afghaned. Tahmasp Quli, ur penn-meuriad Afshar anezhañ, a gemer penn un arme en anv diskennidi ar Safavided. Argas a ra an Afghaned diouzh tiriad Iran hag e 1736 e kemer ar galloud dindan an anv Nâdir Shâh. Neuze ez aloub en-dro tiriad Iran a-bezh, adalek Jorjia hag Armenia betek Afghanistan hag ez aoz taolioù-brezel a gaso anezhañ betek Delhi e 1739. Lakaat a ra kêr en arigrap, ha degas diouti teñzorioù marzhus. Drouklazhet eo e 1747 gant pennoù eus e veuriad dezhañ, an Afshared, a roio o anv da rummad-roueed an Afsharided a vo war-lerc’h.
Goude-se ez a ar vro gant stourmoù etre meuriadoù a glask kemer ar galloud : an Afsharided, an Afghaned, ar gQajared hag ar Zanded. A-benn ar fin eo Karim Khan Zand a gemer ar galloud e 1750. Dont a ra a-benn da adunvaniñ ar vro a-bezh nemet Khorasan a chom dizalc’h diouzh ar galloud kreiz. Karim Khan Zand a nac’ho kemer an titl a Shah hag a gavo gwelloc’h bezañ lakaet Vakil ar-Ra'aayaa ("Mestr ar beizanted "). Chomet eo brudet en Iran evit e ren moder hag emsav evit ar vro. Pa varv e 1779 e c’hoarvez ur stourm all evit ar galloud a veuzo ar vro en anarkiezh. A-benn ar fin ez eo Agha Mohammad Shah Qajar a gemer ar galloud dre drec’hiñ e Kerman e 1794 Shah diwezhañ ar remziad Zand, Lotf Ali Khan. Evel-se e ra e renkoù er vro hag e tiazez e 1795 rummad-roueed ar gQajared a bado betek 1925.
Ar stad vodern
Dindan ren Fath Ali Shah (1797 - 1834), Mohammad Shah (1835 - 1848) ha Nasseredin Shah (1848 - 1896) ez adkav ar vro an urzh, ar stabilded hag an unvaniezh. Dont a ra ar varc’hadourien (bazaried) hag an Oulemaed (pennoù relijiel) da vezañ izili bouezus eus kevredigezh Iran.
Adalek penn kentañ an XIXvet kantved eo krog ar gQajared hag Iran a-bezh da c’houzañv gwask a-berzh div Stad vras : Rusia ha Breizh-Veur. Da c’houde o deus renet an div Stad-se war kenwerzh Iran hag emellet int eus aferioù diabarzh ar vro. Rak o vezañ ma oa gwan a-walc’h ar galloud kreiz ha goubrenet a-walc’h renkad ar renerien, ar riezoù trevadennour o doa gallet tennañ o mad eus ar blegenn-se gant o soudarded gwelloc’h hag o zeknologiezh.
Krog eo an arnodoù kentañ evit modernaat Iran dindan ren Nasseredin Shah, a-drugarez d’e gentañ ministr Amir Kabir en deus adreizhet reizhiad an tailhoù, kreñvaet ar c’hontroll kreiz war ar velestradurezh, broudet ar c’henwerzh hag ar greanterezh ha digresket levezon ar c’hloer chiit hag ar galloudoù estren. Gantañ eo fontet Dar-ol Fonoun, kentañ skol uhel Iran e 1851.
Gant ar roueed Qajar da-heul e kresko muioc’h c’hoazh fulor ar bobl hag ar goulenn adreizhoù, betek dispac’h bonreizhel 1906.
E-pad ar brezel-bed kentañ e kresko levezon Breizh-Veur zo dedennet muioc’h-mui gant ar vro abaoe ma’z eus bet dizoloet eoul-maen e Khuzestan e 1908. Klask a reont lakaat un emglev saoz-pers e 1919 met nac’het eo gant ar parlamant.
Nebeut goude, ofiser brigadenn ar gozaked, Reza Khan, a gemer ar galloud gant un taol-stad e Teheran ha pevar bloaz war-lerc’h e teu da vezañ Reza Shah Pahlavi, o lakaat Iran da vont en ur maread nevez eus hec’h istor. Raktresoù uhel en deus Reza Shah evit modernaat Iran : diorren greanterezhioù pounner, krouiñ danframmoù a-zoare, sevel un hent-houarn broadel, krouiñ ur reizhiad deskadurezh publik broadel, adreizhañ ar justis (kontrollet e oa gant ar c’hloer chiit betek-henn), gwellat ar yec’hedoniezh hag ar reizhiad yec’hed. Evit se en doa ezhomm eus ur gouarnamant kreizennet ha kreñv, hag a vuioc’h a zizalc’hiezh e-keñver Breizh-Veur ha Rusia. Se zo kaoz e nullas ar gwirioù ispisial grataet d’an estrenien e-pad ar maread Qajar.
D’an 21 a viz Meurzh 1935 e c’houlenn ent ofisiel digant ar gumuniezh etrebroadel chom hep ober gant an termen Persia hag implijout Iran evit ober anv eus e vro. D’ar memes bloavezh e tifenn ouzh ar maouezed dougen ar ouel hag e redi ar wazed da wiskañ dilhad diouzh giz ar c’hornôg.
Nec’het eo Breizveuriz gant an tostaat etre Reza Shah hag Alamagn a rae kalz evit greanterezh ar vro (kentañ keveler kenwerzhel Iran e oa e 1939). Pa darzh ar brezel e c’houlenn Breizhveuriz digant Reza Shah argas ar geodedourien alaman diouzh ar vro. Hennezh a nac’h. Rediet eo da reiñ an dilez eus e garg evit e vab Muhammad Reza Pahlavi ha kaset eo en harlu gant Breizhveuriz. Mervel a ray e Johannesburg e 1944.
Pouezus-bras eo bet aloubidigezh Iran evit an unvanidi ha roet he deus an tu da dostaat Iran ouzh broioù ar c’hornôg. E miz Gwengolo 1943 e tisklêr Iran ar brezel da Alamagn, hag abalamour da se he deus gallet dont da vezañ ezel eus Aozadur ar Broadoù Unanet. E miz Du er memes bloavezh emañ kendalc’h Teheran ma kadarna en-dro Churchill, Roosevelt ha Stalin o engouestl evit dizalc’hiezh Iran.
E miz Kerzu 1945, Strollad demokratel Azerbaidjan, zo liammet ouzh an Tudeh ha renet gant Pishevari, a gemenn krouidigezh ur republik emren hec’h anv Gouarnamant pobl Azerbaidjan, skoazellet gant URSS. D’an ampoent eo krouet Republik Mahabad gant emrenerien gurd, e Kurdistan iranat. Skoazellet e vez an div republik emren-se gant URSS hag an arme soviedel a ac’hub takadoù eus Khorasan, Gorgan, Mazandaran ha Gilan. E miz Kerzu 1946, en amboaz eus an dilennadegoù evit ar parlamant, e kas Ghavam os-Saltaneh (kentañ ministr) arme Iran da Azerbaidjan ha da Gurdistan. Disac’hañ a ra ar gouarnamantoù republikan, ha n’int ket skoazellet ken gant URSS.
E 1953 eo bannet Muhammad Mossadegh diouzh ar galloud da-heul un irienn punet gant servijoù kuzh Breizh-Veur ha Stadoù-Unanet Amerika. Krog e oa da vroadelañ an eoul-maen. Goude diskar Mossadegh e laka Muhammad Reza Chah Pahlavi tamm-ha-tamm e plas ur renad diharz e veli diazezet war ar skoazell amerikan. E 1955 eo Iran ezel eus emglev Baghdad hag en em gavout a ra e kamp an Amerikaned e-pad ar brezel yen. Muhammad Reza Shah a voderna greanterezh Iran. Gant korvoderioù bras an eoul-maen ez a Iran tre en ur mare berzh, met gouzañv a ra ar gevredigezh abalamour d’an diouer a frankizoù.
Ar republik islamek
Goude m’eo bet ar bobl o sevel he mouezh hag o vanifestiñ e-pad mizioù, e tec’h Mohammad Reza Pahlavi d’ar 16 a viz Genver 1979. D’ar 1añ a viz C’hwevrer 1979 e teu en-dro Rouhollah Khomeini da Iran goude un harlu 15 vloaz e Turkia, en Irak hag e Frañs erfin. Diskar a ra gournamant ar Shah d’an 11 a viz C’hwevrer. Laouen-bras e oa an dud en Iran gant diskar ar Shah, met dizemglev a oa diwar-benn amzer da zont ar vro. Tra ma oa Khomeini ar politikour poblekañ, e oa degadoù a strolladoù dispac’hel, dezho pep a savboent disheñvel a-zivout dazont Iran. Bez’ e oa kavailhoù frankizour, marksour, anarkour ha laik, hag ur bern strolladoù relijiel o klask stummañ amzer da zont Iran.
An deologourien an hini eo ar re gentañ o lakaat an urzh da ren en-dro er vro, war-bouez poellgorioù lec’hel. Ar strolladoù-se, a anavezer dindan an anv Gwarded an Dispac’h adalek miz Mae 1979, o deus kemeret ar galloud buan er gouarnamantoù lec’hel en Iran a-bezh, hag evel-se o deus paket an darn vrasañ eus ar galloudoù. A-benn ar fin ez eus bet aozet ur referendom e fin 1979, ha diazezet ar republik islamek evel m’eo empennet gant Khomeini, renet gant un heñcher meur.
Studierien iranat, harpet gant ar Mujaheddin-e-Khalq, a arsailh kannati ar Stadoù-Unanet e Teheran d’ar 4 a viz Du 1979 hag aloubiñ anezhañ betek an 20 a viz Genver 1981. (sellet ouzh Enkadenn gouestlidi Iran). Gant melestradur Carter eo paouezet an darempredoù diplomatel gant Iran ha lakaet kastizoù armerzhel d’ar 7 a viz Ebrel 1980.
D’an 22 a viz Gwengolo 1980 e krog ar brezel Iran-Irak. Klask a ra politikerezh ofisiel ar Stadoù-Unanet lakaat Iran en distro. Armoù ha teknologiezh a vez pourchaset gant ar Stadoù-Unanet hag o c’hevredidi da Saddam Hussein. En un doare fentus a-walc’h, izili eus melestradur Reagan a werzh armoù ha pezhioù distag dre guzh da Iran, er pezh a anver an afer Iran-Contra. A-benn ar fin ez asant Iran d’an harz-an-tan goulennet gant disentez ABU d’an 20 a viz Gouere 1987.
Goude marv Khomeini d’an 3 a viz Mezheven 1989, e tibab Bodadeg ar vailhed, anezhi ur c’horf dilennet enni relijiuzed a skiant, ar prezidant kozh, an ayatollah Ali Khamenei da Heñcher Meur.
E-pad Brezel ar Pleg-mor e 1991 e chom neptu ar vro. Ne ra nemet kondaoniñ ar Stadoù-Unanet, lezel kirri-nij Irak da zouarañ en Iran ha lezel repuidi Irak da zont en he ziriad. Dilennet eo ar prezidant Hachemi Rafsandjani en-dro e 1993 gant ur muiañ-niver izeloc’h ; lod a soñj, e broioù ar c’hornôg, eo izeloc’h an niver a vouezhioù abalamour m’eo kerseet an dud da-heul an armerzh o vont da fall. Dont a ra Muhammad Khatami, ur relijiuz moder anezhañ, da-heul Rafsandjani e 1997. Hennezh a rank bleinañ ar vro etre goulennoù ur gouarnamant a glask ober adreizhoù ha frankizañ ar vro un tamm bennak hag ur c’hloer mirour-kenañ. En he barr emañ ar rann-se e miz Gouere 1999, gant manifestadegoù ar studierien enep ar gouarnamant e straedoù Teheran. Dilennet eo Khatami en-dro e miz Mezheven 2001, ha goude-se e labour ar virourien e gouarnamant Iran evit distabilaat al luskad adreizher, dre verzañ ar c’hazetennoù frankizour ha lakaat er-maez an danvez-kannaded. Da-heul ar c’hrog-se war an eneberezh, ha Khatami chomet berr o klask adreizhañ ar gouarnamant, eo deuet ar yaouankizoù da vezañ dinershoc’h-dinerzh. Mahmoud Ahmadinejad, maer Teheran, ur mirour daonet anezhañ, zo dilennet da brezidant e 2005. En dilennadeg-se e oa bet lakaet er-maez tremen 1000 emstriver gant Kuzul ar Warded. Neuze e weler ar prezidant o prezegenniñ taer enep ar sionegezh, hag an Amerikaned o pouezañ evit herzel ar programm nukleel iranat. Hervez an Amerikaned, ha daoust d’ar pezh a vez embannet gant gouarnamant Iran, e c’hallfe ar programm-se bezañ implijet da fardañ armoù nukleel.
Notennoù
- ↑ Zarinkoob, p. 305.