Krampouezh : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 43: | Linenn 43: | ||
[[Rummad:Krampouezh]] |
[[Rummad:Krampouezh]] |
||
[[Rummad:Boued Breizh]] |
Stumm eus an 22 Eos 2015 da 14:00
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/09/Crepes_dsc07085.jpg/220px-Crepes_dsc07085.jpg)
Krampouezh zo ur meuz bet boutin war ar maez e Breizh-Izel. Hiziv e vez debret muioc'h e kêr, en tier-krampouezh.
Ober krampouezh
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/92/Crepes_dsc07086.jpg/220px-Crepes_dsc07086.jpg)
War ur billig, pe ur gleurc'h e vez graet krampouezh. Warni e vez ledet an toaz ha lakaet da boazhat.
Bleud, uioù, ha laezh az a peurliesañ d'ober an toaz. Paket e vo ur banne gant ul loa-bod ha ledet war ar billig (tommet ha lardet en a-raok) gant ur rozell. Ur wech poazhet, troet gant ur spanell pe ur sklisenn, ha poazhet c'hoazh, e vo aozet ar grampouezhenn.
Daou seurt zo : ar c'hrampouezh ed-du, teñval o liv, hag ar c'hrampouezh gwinizh, sklaer pe rous, hag zo un dibenn-pred saourus.
Debriñ krampouezh
Gwechall e veze debret ar c'hrampouezh hep netra warne, nemet ur vi a-wechoù. Toaz sall a veze, gant bleud gwinizh-du kentoc'h, da zebriñ gant soubenn pe gant chistr. Toaz sukret d'ober krampouezh dous.
Hiriv e vez lakaet traoù a bep seurt war-benn ar c'hrampouezh:
- amann, fourmaj, kig-moc'h ha vioù a vez lakaet alies war ar c'hrampouezh ed-du,
- amann, sukr, kaotigell, ha chokolad a lakaer peurliesañ war ar c'hrampouezh gwinizh-gwenn.
E broioù all
Krampouezh a vez graet e broioù all, hag e doareoù all:
Tiez-krampouezh
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b7/Rennes_cr%C3%AAperies.jpg/220px-Rennes_cr%C3%AAperies.jpg)
Debriñ krampouezh a vez graet e tier-krampouezh alies.
Gerioù deveret
- Krampouezher, krampouezherez, ar paotr pe ar plac'h a ra krampouezh
- Krampouezh-mouezig, ur blantenn
Troioù-lavar
- Ober krampouezh war revr ur bugel : ober van da reiñ ur feskennad dezhañ, gant ur sklisenn kentoc'h, dre fent. Evel amañ: Ur grampouezhenn az po c'hoazh? Ma kerez e rin unan dit war da revr!
- Ober krampouezh war an dour: teurel mein plad a rez an dour d'o lakaat da lammat
- Ober an traoù war don ar c'hrampouezh gwinizh: war an ton bras .
Krennlavaroù
- Gant c'hwezh ar c'hrampou(e)zh / E tosta meur a veg lipous.
- Gant c'hwezh ar c'hrampouezh mat/ E weler ar begoù lipous o tostaat.