Mont d’an endalc’had

Inizi Marshall : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ilo:Is-isla ti Marshall
Linenn 66: Linenn 66:
[[hu:Marshall-szigetek]]
[[hu:Marshall-szigetek]]
[[id:Kepulauan Marshall]]
[[id:Kepulauan Marshall]]
[[ilo:Is-isla ti Marshall]]
[[io:Marshall Insuli]]
[[io:Marshall Insuli]]
[[is:Marshalleyjar]]
[[is:Marshalleyjar]]

Stumm eus an 26 Gwe 2012 da 01:06

Inizi Marshall (M̧ajeļ e marchalleg, Marshall Islands e saozneg), ent-hir Republik Inizi Marshall (Aolepān Aorōkin M̧ajeļ e marchalleg, Republic of the Marshall Islands e saozneg), a zo ur riez enezek eus Mikronezia. Un tregont atoll bennak hag ur 1100 enezenn bennak a ya d'ober ar vro. 163 174 a dud a oa o chom enno e 2008. Un stad dizalc'h eo deuet da vezañ e 1986. Dalap-Uliga-Darrit eo ar gêr-benn. Arc'hañ a ra gouarnamant ar vro-mañ Enez-Wake a zo melestret gant Stadoù-Unanet Amerika.

Pelec'h emañ Inizi Marshall.

An douaroniezh

Kartenn Inizi Marshall
Un draezenn en Inizi Marshall.

Emañ an inizi en norzh da Nauru ha Kiribati, er reter da Stadoù Kevreet Mikronezia, hag er su da Enez-Wake, un tiriad melestret gant ar Stadoù-Unanet, met a zo arc'het gant gouarnamant Inizi Marshall. 29 atoll ha 5 enezenn digevannez a ya d'ober ar vro. Daou strollad inizi a zo: aridennad Ratak (ar sav-heol) ha hini Ralik (ar c'huzh-heol).

E-touez an inizi didud emañ Atoll Bikini.