Maraton (sport) : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 125: | Linenn 125: | ||
|3e27'45||[[Dale Greig]]||{{Rouantelezh Unanet}}||[[Ryde]], [[Bro-Saoz]]||23-05-1964 |
|3e27'45||[[Dale Greig]]||{{Rouantelezh Unanet}}||[[Ryde]], [[Bro-Saoz]]||23-05-1964 |
||
|- |
|- |
||
|3e19'33||[[Mildred Sampson]]||{{ |
|3e19'33||[[Mildred Sampson]]||{{Zeland-Nevez}}||[[Maraton Auckland]], [[Zeland-Nevez]]||21-07-1964 |
||
|- |
|- |
||
|3e15'22||[[Maureen Wilton]]||{{Kanada}}||[[Toronto]], [[Kanada]]||06-05-1967 |
|3e15'22||[[Maureen Wilton]]||{{Kanada}}||[[Toronto]], [[Kanada]]||06-05-1967 |
Stumm eus an 17 Eos 2012 da 07:16
Ar maraton a zo ur redadeg war-droad, 42,195 km an hirder anezhi. Lod eo an diskiblezh-mañ eus ar redadegoù hir en atleterezh.
Krouet e oa bet ar maraton da geñver ar C'hoarioù olimpek hañv 1896 a oa bet dalc'het en Aten (Gres), diwar mennozh ar prederour gall Michel Bréal. Anv a oa da gounaat mojenn ar c'hannader henc'hresian Pheidippídes en divije redet eus Marathon betek Aten evit degas keloù eus an trec’h ouzh ar Bersed e -490 (kentañ brezel medek). Berr warnañ oc'h erruout en Areopagos e vije aet da Anaon goude bezañ dibunet e gemennadenn. Redet e veze ar gevezadeg war-dro 40 km a-raok na voe reolennet he hirder da vat e 1921.
Mil vrudet eo maraton ar C'hoarioù olimpek hañv (bep pevar bloaz), hini Kampionadoù atleterezh ar bed (bep eil bloaz) ha reoù ar World Marathon Major (bep bloaz) : Maraton Boston, Maraton Londrez, Maraton Berlin, Maraton Chicago ha Maraton New York.
Istor
Dislavaret e oa bet mojenn Pheidippídes gant an istorour Herodotos : war-lerc’h dilestradeg ar Bersed e Marathon e vije bet kaset Pheidippídes da glask sikour da Sparta, ouzhpenn 220 km alese. Chomet mut Spartaiz e voe ret da soudarded Aten kannañ gant tud eus Plátaia nemetken [1]. Kantvedoù diwezhatoc'h en devoa Ploutarc'hos danevellet e oa, hervez Héraclide du Pont, Thersippos an Eroeus ar gwir gannader met evit an darn vrasañ e oa un Euclès bennak[2] en divije redet, en ur reiñ e vuhez, etre Marathon hag Aten evit kas keloù d'an trec'h[3].
Ar maraton a-vremañ
Kentañ tro ma oa bet redet ur maraton olimpek, e 1896 eta, e oa aet ar maout gant ar mesaer gresian Spyrídon Loúis, 2e58’50” e amzer.
Da geñver ar C’hoarioù olimpek hañv 1908, bet dalc’het e Londrez (Bro-Saoz), e oa bet divizet lakaat hirder ar redadeg da 26 mile (douar), da lâret eo 41 608,944 m. Padal, evit ober plijadur da vugale ar familh roueel breizhveuriat a felle dezho arvestiñ ouzh ar genstriverien (un daouzek bennak anezho !) e oa bet graet d’ar maraton loc’hañ eus leton Kastell Windsor. Fentusat tra ! En ur par berr e oa bet dilec’hiet degouezh ar redadeg da White City Stadium, e-tal kichen al logell roueel m’edo Edouarzh VII staliet enni. N’eus forzh ne vefe ket reizh an hirder ken : da viken e vo 26,385 mile, pe 42,195 km. {Histoire du Marathon}
E 1960, an atleter Etiopian Abebe Bikila en devoa gounezet goude redek diarc’hen. Botoù-sport ouzh e dreid ar wech-mañ e oa aet ar maout gantañ e 1964 adarre, tapet rekord ar maraton war un dro e 2e12’11”.
Da geñver ar C’hoarioù olimpek hañv 1984, bet dalc’het e Los Angeles (Stadoù Unanet), e oa savet kentañ maraton evit an atleterezed.
Redet e vez ar maraton e dibenn ar C’hoarioù olimpek, d’an deiz diwezhañ diouzh boaz, ar pezh a ro tro d’an teir medalenn diwezhañ da vezañ deroet e-kerzh al lid-klozañ, dirak an holl atleterien bodet a-benn an degouezh.
Rekordoù
Emdroadur rekord ar bed
Sed amañ dindan emdroadur rekord maraton ar bed[4]. A-raok 1925 e veze disheñvel an hirder diouzh an hini a-vremañ, 42,195 km. Gwall alies e oa bet pilet rekord ar bed da geñver ar World Marathon Majors : seizh gwech e Maraton Berlin, teir gwech e Maraton Boston, ha peder gwech e Maraton Chicago, Maraton Londrez ha Maraton New York pep hini anezhe.
Paotred
Merc'hed
Notennoù
- ↑ Histoire d'Hérodote, p46
- ↑ Œuvres morales gant Ploutarc'hos troet diouzh ar gregach gant Ricard, Patrom:Lire en ligne, p. 213
- ↑ PDF Le coureur de marathon : la preuve par l'histoire gant Kléanthis Paléologos, dean-enor an Akademiezh Etrebroadel Olimpek
- ↑ (en) Marathon World Records, klasket ennañ d'an 28 a viz Mae 2009
- ↑ (en) The Olympic Games, B.C. 776 - A.D. 1896, Second Part, The Olympic Games in 1896, skrivet gant Pierre de Coubertin, Timoleon J. Philemon, N. G. Politis, Charalambos Anninos, embannet gant Charles Beck (Aten), H. Grevel and Co. (Londres) e 1987, klasket ennañ d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
- ↑ Hirder maraton ar C'hoarioù olimpek e 1896 a oa 40 000 metrad (en) Spyridon Louis
- ↑ (en) The Fourth Olympiad being The Official Report The Olympic Games of 1908 skrivet gant Theodore Andrea Cook, embannet e 1909(?) gant The British Olympic Association e Londrez, d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
- ↑ 8,0 ha8,1 sellet ouzh Istor Korea dindan beli Japan
- ↑ 9,00 9,01 9,02 9,03 9,04 9,05 9,06 9,07 9,08 9,09 9,10 9,11 9,12 9,13 9,14 9,15 9,16 9,17 9,18 9,19 ha9,20 Patrom:Ouvrage
- ↑ Kentañ amzer bet anavezet gant an IAAF. Stat Corner: First World Road Records, Track and Field News, Levrenn 56, Niverenn 2, miz C'hwevrer 2003, Pajenn 50
- ↑ Kentañ amzer bet anavezet gant an IAAF. Stat Corner: First World Road Records, Track and Field News, Levrenn 56, Niverenn 2, miz C'hwevrer 2003, Pajenn 50