Mont d’an endalc’had

Jean-Denis Lanjuinais : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5: Linenn 5:

Dilennet er [[Koñvañsion|Goñvañsion]] a-gevret gant 4 c'hannad all eus [[Il-ha-Gwilen]] en devoa sezet en tu-dehoù, o treiñ a-du gant ar [[Jirondined]] ouzh ar [[Menezidi|Venezidi]]. Da geñver prosez [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)]] e oa aet a-du gant an [[toull-bac'h]] betek ar peoc'h ha, pa oa bet votet marv ar roue, en devoa goulennet ma vije forbanet. Diwar neuze e talas muioc'h-mui ouzh politikerezh-spont [[Jean-Paul Marat|Marat]] ha kentañ Kumun Pariz. Da-heul un nebeud tabutoù er Goñvañsion e oa bet lakaet harz warnañ. Deuet e oa a-benn da vont kuit digant an archer edo ouzh e ziwall. Dre rebourserezh e oa bet lakaet harz war e 2 vreur (unan a oa mezeg hag egile beleg), unan eus e c'hoarezed hag e vamm. D'an [[28 a viz Gouere]] e oa bet lakaet da ''dreitour ouzh ar vammvro'' gant ar Goñvañsion. D'an [[23 a viz Gwengolo]] en devoa [[Jean-Baptiste Carrier|Carrier]] lakaet holl vadoù Lanjuinais er vac'h. Kuzhat a reas e-barzh ur c'hrignol e Roazhon beket miz [[Kerzu]] [[1794]] a-raok adkavout e sez er Goñvañsion e-lec'h ma voe difenner ur politikerezh hanterouriñ.

Dilennet e oa bet e Kuzul ar re Gozh o tileuriañ departamant [[Il-ha-Gwilen]]. Ne oa ket bet dilennet en-dro e [[1797]] ha setu ma oa distroet da Roazhon e-lec'h m'en devoa kelennet e kador-gelenn war al lezennadurezh ar [[Skol Greiz]]. E miz [[Mae]] [[1800]] e oa aet da [[senedour]]. Embann a reas e oa a-du gant [[Taol-stad an 18 Miz al latar]] ([[9 a viz Du]] [[1799]]) met ne votas ket evit [[Ren ar C'hoñsul]] e vuhez-pad e [[1802]] na evit an [[Impalaeriezh]] e [[1804]].

{{DEFAULTSORT:Lanjuinais, Jean-Denis}}
{{DEFAULTSORT:Lanjuinais, Jean-Denis}}

Stumm eus an 21 Gou 2012 da 08:18

Jean-Denis Lanjuinais e 1790

Jean-Denis Lanjuinais a oa bet ganet e Roazhon d'an 12 a viz Meurzh 1753.

Aet da zoktor war ar gwir d'e 18 vloaz en devoa kenstrivet, gant berzh, evit kaout ar gador-gelenn war ar gwir-iliz e Roazhon e 1775. Alvokad kuzuliañ Breujoù Breizh e oa bet anvet da gannad an trede-stad gant e gengêriz eus senesaliezh Roazhon, a-benn breujoù 1789 : dibabet e oa bet evit ma vije skrivet kaieroù ar c'hlemmvanoù gantañ. D'an ampoent e tiskoueze bezañ en erbed ur vonarkiezh sklaerwel o soursial ouzh ar werin e-lec'h an noblañs. Gant ur Roazhonad all, Isaac Le Chapelier (bet krouet ar C'hleub breton gantañ), e oa ezel eus Kevredigezh mignoned ar vonreizh a oa liammet ouzh Kevredigezh Jakobined Pariz. Kemeret en devoa perzh bras e diazezadur al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien ha boulc'het laikadur aktaoù marilh ar boblañs gantañ.

Dilennet er Goñvañsion a-gevret gant 4 c'hannad all eus Il-ha-Gwilen en devoa sezet en tu-dehoù, o treiñ a-du gant ar Jirondined ouzh ar Venezidi. Da geñver prosez Loeiz XVI (Bro-C'hall) e oa aet a-du gant an toull-bac'h betek ar peoc'h ha, pa oa bet votet marv ar roue, en devoa goulennet ma vije forbanet. Diwar neuze e talas muioc'h-mui ouzh politikerezh-spont Marat ha kentañ Kumun Pariz. Da-heul un nebeud tabutoù er Goñvañsion e oa bet lakaet harz warnañ. Deuet e oa a-benn da vont kuit digant an archer edo ouzh e ziwall. Dre rebourserezh e oa bet lakaet harz war e 2 vreur (unan a oa mezeg hag egile beleg), unan eus e c'hoarezed hag e vamm. D'an 28 a viz Gouere e oa bet lakaet da dreitour ouzh ar vammvro gant ar Goñvañsion. D'an 23 a viz Gwengolo en devoa Carrier lakaet holl vadoù Lanjuinais er vac'h. Kuzhat a reas e-barzh ur c'hrignol e Roazhon beket miz Kerzu 1794 a-raok adkavout e sez er Goñvañsion e-lec'h ma voe difenner ur politikerezh hanterouriñ.

Dilennet e oa bet e Kuzul ar re Gozh o tileuriañ departamant Il-ha-Gwilen. Ne oa ket bet dilennet en-dro e 1797 ha setu ma oa distroet da Roazhon e-lec'h m'en devoa kelennet e kador-gelenn war al lezennadurezh ar Skol Greiz. E miz Mae 1800 e oa aet da senedour. Embann a reas e oa a-du gant Taol-stad an 18 Miz al latar (9 a viz Du 1799) met ne votas ket evit Ren ar C'hoñsul e vuhez-pad e 1802 na evit an Impalaeriezh e 1804.