teodad
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn teod hag al lostger -ad.
Anv-kadarn
teodad /ˈtɛwdat/ gourel (liester teodadoù)
- Taol teod ; komz flemmus, droukkomz
- Ne gredit ket kinnig dezhañ un anduilhenn. (Ha c'hoazh merc'hed Gwitalmeze, un deiz, a ginnigas unan d'ar Pab, o soñjal, douetus-bras, e ve pardonet evel se aesoc'h o gwall deodadoù. — (Mab an Dig, Rondel Goz Sandrione, Bleun-Brug, niv. 96, Genver-C'hwevrer 1957, p. 8.)
- Hag adarre ! An teodad ne blijas ket da Yun. Kinnig a reas sevel. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 38.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Notenn
Troidigezhioù
- galleg : coup de langue (fr) , médisance (fr)