talvezout ar boan
Brezhoneg
- Diwar ar verb talvezout, ar ger-mell strizh ar hag an anv-kadarn poan.
Troienn verb
talvezout ar boan /Distagadur ?/
- Bezañ dellezek eur ur striv, na vezañ aner
- — O ! Ne dalv ket ar boan, ma friñs, rak ne youlo ket dont. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 249.)
- Talvezout ar boan ober un dra bennak
- Ne dalvez ket ar boan dit hopal kement-se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 592.)
- Lavaret e voe din ne dalveze ket ar boan mont da c'houlenn, [...]. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 10.)
- Ne dalveze ket ar boan klask tro da ziverrañ. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 239.)
- Talvezout a rae ar boan gouzañv Dudley ha Piers keit ha ma c'hallje tremen un devezh pell diouzh ar skol, [...]. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 30.)
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
- galleg : valoir la peine (fr) , valoir le coup (fr) (de faire quelque chose)