sur
Gwelet ivez : sûr, sure, sûre |
Brezhoneg
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | sur |
Derez-uheloc'h | suroc'h |
Derez-uhelañ | surañ |
Derez-estlammiñ | surat |
- A zo hep riskl, hep dañjer, diogel.
- Bezañ sur (diwar-benn un den): krediñ start.
- Graet mat eo ma soñj ; Yann ha me a ya da gaozeal war se, hag an traoù tout en em dreso, sur on. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 94.)
- Kevarek eo! sur oun. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 233.)
- - Sur e vezin : an dornadeg a vezo e ti va zad. ... — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- (Diwar-benn un dra) Bezañ sur : diarvar.
- N'eus netra suroc'h . — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 816.)
- Ne ouzon tamm piv eo, met sur n'eo ket ur plac'h a zo bet eürus, nag unan mat da hadañ eürusted war he lerc'h. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 14.)
- bezañ sur a un dra bennak, sur eus un dra
- bezañ sur da ober un dra bennak (da c'hounit, da goll, ...)
- bezañ sur da unan bennak
- Sur on-me deoc'h!
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Adverb
- Hep mar, hep mank :
- — « Ha ma kred din ? Ha ma kred din ! Sur e kredan hag e kredan start ! ha, c'hwi, ne gredit ket mui ? » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 74.)
- C'hoant terriñ e sec'hed a savo sur gant al louarn. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 113.)
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Brezhoneg
Anv-gwan
sur /syr/
Deveradoù
Troidigezhioù
Galleg
- Eus al latin super.
Araogenn
sur /syr/
- War.
- Sur la terre.
- War an douar.