pradeier
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn prad hag an dibenn-ger -eier.
Furm anv-kadarn
pradeier /praˈdɛjɛr/ pe /praˈʒɛjɛr/
- Furm lies an anv-kadarn prad.
- ..., war-zinaoñ ouzh tor ar c'hrec'hennoù hag o tiskenn betek pradeier ar stankenn. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 14.)
- Ha neuze, parkeier ha pradeier, a bep ment, brasoc'h hiziv eget dek vloaz 'zo anat eo, ... — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 12.)
- Geot ar parkeier, bleuñv ar pradeier, kivni ar vein, touskan ar gwez, an ezenn o redek er saonenn, pep tra a hop : « Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 42.)