pell
Brezhoneg
Derez | Furm |
Derez-plaen | pell |
Derez-uheloc'h | pelloc'h |
Derez-uhelañ | pellañ |
Derez-estlammiñ | pellat |
Anv-gwan
pell
- A zo ur pennad mat a hent eus al lec'h.
- Ur vro bell
- A-wechoù dirak an anv-kadarn: mont da bell vro.
- bezañ pell oc'h ober un dra bennak
Adverb
pell: anv-gwan hag adverb; pelloc'h, pellañ; ken pell / ker pell, keit.
- A verk al lec'hiañ: bezañ pell, mont pell.
- Bezañ pell (lec'hiañ, gant emañ)
- Hon zad n'emañ ket pell ken, me oar vat. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 56.)
- Ha pell emañ c'hoazh Pariz? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 44.)
- Bremañ, ma karit ar mor, n'emañ ket pell, un hanter-lev, am eus lavaret. Chomit er gêr, Klaoda ar Prad, pajenn 5.
- Pell emañ ac'hann. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 78.)
- bezañ pell diouzh (dioc'h) un den pe un dra (lec'hiañ) pe dioc'h un dra :
- — [...], rak eur boan hag eur c'hlac'har vras e ve d'in rankout beza pell diouzoc'h ; [...] ! — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 9.)
- Gwechall — hag abaoe n'eus ket ken pell-ze, rak pell emaoun c'hoaz diouz va c'hant vloaz, — gwechall e chome em farrez daou bried yaouank. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 122.)
- bezañ pell diouzh ar bec’h, loin des ennuis, du danger
- Ya ! gand da henou ... Ya, pa vezez pell diouz ar beh ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 40.)
- ... ; brema oun deuet, emezi c'hoaz, ne oufen ket pennad ebet beza pell diouto. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 14.)
- Pell edont c'hoaz dioc'h pep douar... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 59.)
- Yun a veve pell diouzh an dud. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 14.)
- Dre forzh bale e welas ur sklêrijenn pell dioutañ , KAB 2/159
- Eno eo marvet, pell diouzh e dud, pell diouzh e vro, pell diouzh e eskopti ! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 26.)
- bezañ pell eus un den pe un dra :
- — Ket, ket, pôtr. E-tal da gichen e chomin... Ne dleomp ket bea pell eus an antre... Ma welfed eun dra bennak !... — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 172.)
- bezañ pell diouzh ar gêr : bezañ aet war ur gaoz disheñvel diouzh an hini gentañ
- Eur wech e oa en eun ti bihan ru distro, pell deus a Vreiz-Izel, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 104.)
- P'edo ar re-mañ dindan ur c'hast amzer nepell eus an Douar Nevez [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 53.)
- bezañ
- pell ac'han,
- pell alese,
- pell ac'hane,
- pell ac'hano,
- pell ac'haleno
- chom pell diouzh ul lec'h
- mont pell
- Ne deas ket pell, rak, en em gavet e-kichen an nor, e rankas chom eno, prennet hag alc'houezet e oa en diabarz. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 9.)
- dont eus pell
- A verk an amzeriañ
- pell zo / pell a zo, n'eus ket pell, n'eus ket pell zo
- bezañ pell evit ober un dra bennak
- bezañ pell oc'h ober un dra bennak
- bezañ pell gant un dra bennak: bezañ pell oc'h ober un dra bennak
- Ac'hanta, Lom, pell a-walc'h out bet gant da dro. — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 22.)
- chom pell : chom pell amzer
- mont pell : padout pell
- pell amzer
- ken pell: keit
- na vezañ pell ma
- Ne voe ket pell ma welas ar roñfl o tibourchañ diouzh ar c'hoad hag o tont rag-eeun etrezek ennañ. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 143.)
- Kalz, e troiennoù evel
- pell muioc'h, pell koshoc'h, pell gwelloc'h
- pell re, pell re vras, pell re a draoù.
- Amzer vrav pa gan an alc'hweder
Pell hag uhel en aer - Gortoz gwell, gortoz pell
Gerioù kar dre o ster
Gerioù kevrennek
Deveradoù
Troioù-lavar
- padout pell
- pell emañ Yann diouzh e gazeg
- pell zo, pell a zo
- a bell zo
Anv-kadarn
pell /ˈpɛlː/ strollder (unanderenn pellenn)
- Plusk greun an edoù hag ar geoteier, a veze gwentet hag implijet d'ober golc'hedoù.
- Poultrenn ha pell alaouret a nije dreist an evlec'h. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- Ur c'holc'hedad pell.
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Kembraeg
Anv-gwan
pell
- pell
- Mae'r dre yn bell. Pell emañ kêr.