ne din
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Furm verb
ne din /Distagadur ?/
- Furm ar verb mont e kentañ gour unan an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ hag er stumm nac'h
- « [...] ; lakit-eñ en hon iliz, mar kirit, pa 'z eo gwir oc'h ar vistri ; evidon-me ne din ket war-dro. [...]. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 172.)
- An eil. — Dont a reoc'h !
Kerlaban. — Ne din ket ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 41.) - — [...]. Mar talc'han-me heman, ne din ket a-bell, feteiz ! [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 30.)
- — [...]. Me ne din ken war ar mor, emezan o pokat d'ezi ha d'e voereb koz a oa o chom gant e vamm. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 64.)
- — « Mont a rin da c'houlenn ar vag pe ne din ket ? » emezañ dezhañ e-unan. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 96.)
- — Ataoe, Aotrou, ne dalv ket ar boan lakaat va anv, peogwir ne din ket amañ da vloaz, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 68.)
- [...], ne din ket da lavarout nann, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 104.)
- « [...]. Lakaat va dorn war he brennid ! Ne din ket pelloc'h. [...]... » — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 81.)
- Bremañ, ma vez goulennet ganin spiañ anezhañ, hen grin, met peogwir ne oa ket ma c'hefridi ha peogwir ne seblant ket kollet gant e lestr, ne din ket d'en em chalañ evitañ. — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 24.)