marvailh
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn gallek merveille.
Anv-kadarn
marvailh /ˈmarvaʎ/ gourel (liester : marvailhoù)
- Darvoud dreistordinal ha souezhus ; burzhud, marzh.
- Eur marvaill eo gweled ahanoh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 343.)
- Ze, 'vat, a vefe eur marvaill. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 343.)
- -Divin ur marvailh? -Ur bramm kog en ur voutailh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 335.)
- Kontadenn, mojenn
- Ma zad a gonte d'in gwechall, evit ma distagan diouz ar c'hêriou, ar marvailh-man. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 104.)
- — « Va zud vat, » emezañ, « mont a rit da glevout hiziv komz diwar-benn Labous ar Wirionez. Piv ac'hanoc'h en deus klevet ar marvailh-mañ c'hoazh ? » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 8.)
- ... ar marc'h a zo bet kemend-all a anv anezhañ er marvailh-mañ ...— (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 68.)
- ... peseurt marvailh a gontin deoc'h — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 280.)
- Pennad kaoz
Deveradoù
Divinadell
- Divin ur marvailh? − Ur bramm kôg en ur voutailh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 335.)