kaout un dra bennak digant unan bennak
(Adkaset eus kaout digant unan bennak)
Brezhoneg
- Diwar ar verb kaout, un dra bennak, an araogenn digant , hag unan bennak.
Troienn verb
kaout un dra bennak digant unan bennak
- (troienn) kaout tra pe dra (an aluzon, arc'hant, un asant, un aotre, bara, boued, ur gabestrenn, peadra, ur pok...) digant den pe zen :
- Mes perak chom keit all amañ da ranellat ?
- Pa 'z eo ken bras mall mont da reketiñ deiz mat
- Da Gatarina, ha da gaout diganti ur pok. — (Ar Geben Donvaet, troet gant J. L. Emily, Al Liamm niv. 96, 1963, p. 26.)
- An aluzenn-ze am-oa bet digand Annaïg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 47.)
- ... daoust ha bet en dije Itien ur gabestrenn digant Marijob ? — (PIPI 1908, p. 16.)
- O welout e oan boud da gaout o asant digant va zud, e lakais em spered tec'hout diouto dre guzh war ar c'hentañ lestr a gavjen da guitaat ar vro. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 8.)
- Met kaer am boe poufañ e giz-se, ne baouezas ket E-Mari Dremel da c'hrignouzat : « Hag an arc'hant, nom de va ene ! Digant piv az pefe peadra da... » — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 6.)