Brezhoneg
Etimologiezh
- Savet gant kaout ha amzer
Troienn verb
- Raktal e tilammas warnañ hag, a-raok m'en devoe amzer ar farser divalav da vont betek e wele, e tapas ur predad a-zoare. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 47.)
- Met deuet e oa an abardaez pa zegouezhas eno hag, a-barzh m'en devoe amzer da gaout ar voujedenn ha d'ober un nebeud troioù all e kêr, e oa diwezhat mat hag en em gavet an noz. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 48.)
- A-benn neuze o deveze bet amzer al loened da zebriñ ar boued a veze bet taolet dezho gant ar vevelien. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 76.)
- Hogen n'he deveze ket ma maeronez amzer da ziskouez din kement tra hag, e-pad ma veze oc'h ober he zroioù, e chomen da dremen un nebeut eurioù gant Tintin Soaz, he c'hoar, a oa matezh e ti beleg ar Brovidañs. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 124.)
- N'en devo ket amzer da zebriñ e damm boued. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 17.)
- N'hon devez ket amzer : trec'h e vez hon labour deomp ordinal. TBP