ganet
Brezhoneg
- Diwar gan-, pennrann ar verb genel, hag an dibenn-ger -et.
Furm verb
ganet /ˈɡãː.net/
- Anv-gwan-verb ar verb genel
- gant ar verb-skoazell en devout
- D'ar vammig he deus va ganet
Ha d'an tad en deus va maget. — (Baron Jaouioz, er Barzhaz Breizh.) - An hini he deus ho kanet he deus ma ganet ivez war an hevelep tro, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 276.)
- Mon-se he devoa ganet daouzek bugel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 173.)
- gant ar verb-skoazell bezañ
- a pan ouf ganet (aba on ganet) — (Le Grand Mystère de Jésus, XVIvet kantved.)
- Pelec'h out(-te) ganet ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 173.)
- Me a zo ganet e Lannuon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 173.)
- Diouzhtu evel ma oa ganet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 141.)
- -(E) pe-sort bloaz oc'h ganet ? -Ganet on ér bloavez 1965 — (Jean Tricoire, Me a gomzo brezoneg, 1990, p 134.)
- Bezañ bet ganet (e-lec'h bezañ ganet):
- Klasket e voe ur vagerez, ha maget ha savet ar bugel evel pa vije bet ganet oute. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 206.)
- [...], hag arc'hoaz e roio d'imp da anaout an douar e-lec'h omp bet ganet. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 125.)
- [...] : seblantout a rê d'ei penôs e oa bet krouet ha ganet evit bea pinvidik, [...]. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 152.)
- — « Va mamm, pa 'z on bet ganet ganeoc'h ez oan noazh-glez ; [...] ! » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 38.)
- Hadet eo bet ennañ ar gredenn eo bet ganet an dud desket evit delc'her ar stur ganto hag ober o renkoù war an dud all. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 20.)
- [...], hag evel-se, adal an deiz m'omp bet ganet, — (pe a-raok c'hoazh ?). — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 16.)
- [...] peogwir ez eo Lanverrien e-lec'h m' eo bet ganet, hag Herve ivez. — (Vefa de Bellaing, Ar peskig ruz, Al Liamm niv. 178, Gwengolo-Here 1976, p. 315.)
- Marteze oa bet ganet er vro. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 54.)
- Meur a veleg oa bet ganet ha savet er barrez, [...]. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 65.)
- Bezañ ganet (e-lec'h bezañ bet ganet):
- ganet en ul lec'h bennak:
- Kabiten Jaouen, hon-daou omp ganet e Porspoder ; er memez iliz omp bet badezet... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 158.)
- ...digaset oun kuit euz a Blouzane abalamour n’am euz ket touet, mez euz a Lanzeon, euz an ti m’oun ganet ennhan, ne dign ket kuit nemet kroget e ve ennoun. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 184.)
- ganet eus ub, eus ur vaouez pe ur wreg:
- Daou vab hag ur verc'h hoc'h eus, ... ganet o-zri eus ho kwreg. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 133.)
- ganet diwar unan bennak, pe un dra bennak
- — « Me, » emezañ, « a zo ganet diwar ur wreg-vor hag un den-bleiz ; va anv a zo ar C'horf hep Ene. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 141.)
- den ganet, kristen ganet : den ebet.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- dall ganet : ganet dall
- furlukin ganet
- nevez-c'hanet
Troioù-lavar
- ganet dec'h
- ganet da Sadorn da noz : diwezhat e spered
- ganet ha maget
Furm verb
ganet /ˈɡãː.net/
- Furm martezeet ar verb genel e trede gour unan an doare-gourc'hemenn.