efomp
Brezhoneg
Furm verb
efomp /ˈefːɔ̃m(p)/
- Furm ar verb mont e kentañ gour lies an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ (e brezhoneg Treger)
- — Allas ! N'efomp ket pelloc'h war an tu-se ! a lâras ar priñs, pa welas. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 191.)
- — [...]. Kasit ganeoc'h, da c'hortoz, an oanig-mañ, poazhit anezhañ hag en-berr da abardaez ec'h efomp da debriñ anezhañ, en ho ti. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 36.)
- — Diarc'henn ec'h efomp hon-daou da chapel Itron-Varia Plouvor. [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 76.)
- ... warc'hoaz ec'h efomp en-dro. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 115.)
- "[...] : ni 'yelo ganit betek ar garnel, a serro an nor warnout ha ne deui ket er-maez 'c'hann da warc'hoazh ar beure, pan efomp da zigeriñ dit." — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 56.)
- « Eur garten, mar plij, emean, a-beurz an Tad Smith : karten ebed, digor ebed. » — hola herri ! e respont en arabek hon fautr-arauk, me ’lar d’id[1] ec’h efomp ebarz.