Yves Hernot (pe marteze «Hernaut» an anv ofisiel) eo anv daou gizeller, tad ha mab, hag a renas ar Stal-gizellañ Yves Hernot e Lannuon etre 1844 ha 1929. Kalvarioù ha bezioù o deus kizellet dreist-holl.

"Kalvar ar Vretoned" e Lourd, graet e 1900 gant Yves Hernot ar Yaouankañ

Yves Hernot an Henañ (1820-1890)

kemmañ

Yves Hernot an Henañ, ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1820 e Plouared hag aet d'an Anaon d'ar 17 a viz C'hwevrer 1890 e Lannuon, a oa mab ur mañsoner.

Labourat a reas gant e dad da gentañ, e 1838, a-raok digeriñ ur stal-gizellañ e Lannuon e 1844. 517 kalvar ha kalz bezioù a zo bet kizellet gant e stal e-pad e vuhez.

Pa oa o labourat e savas meur a ganaouenn vrezhonek (relijiel pe bolitik a-wechoù) ivez, bet moullet war follennoù-nij.

Un nebeud oberennoù

kemmañ

Yves Hernot ar Yaouankañ (1861-1929)

kemmañ

Dindan renerezh Yves Hernot ar Yaouankañ, goude marv e dad, e vije bet kizellet ouzhpenn 440 kalvar gant ar stal.

Un nebeud oberennoù

kemmañ