Urk
Urk (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Flevoland en Izelvroioù. An hini vihanañ hag an hini goshañ eo ivez e Flevoland. Meneg kentañ an anv Urk a voe en Xvet kantved. D'ar mare-se e oa Urk un enezenn war lenn Almere. En XIIIvet kantved e teuas Almere da vezañ Zuiderzee (betek 1932) ha goude-se IJsselmeer. Pa voe dizouret penn-da-benn Noordoostpolder e 1939 ha staget Urk ouzh Lemmer ne voe ket mui Urk un enezenn. Diwar anv ar gêr bet anvet ar bladenn live Urk gant Nits (1989) hag un teulfilm anvet Urk ivez, sevenet gant Andrew Berends (2003).
Kumun en Izelvroioù | |
---|---|
Urk | |
Lec’hiadur e proviñs Flevoland hag en Izelvroioù | |
Proviñs | Flevoland |
Kod post | 8320-8324 |
Maer | Jaap Kroon (CDA) |
Gorread | 109,90 km² |
douar | 11,52 km² |
dour | 98,38 km2 |
Hed | 5° 36' .." Reter |
Led | 52° 39' .." Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs | 18 161 (31.05.2009) |
Piramidenn hervez an oad | (01.2009) |
Stankter | 1576 ann./km² |
Lec'hienn ar gumun | www.urk.nl/ |
Istor / Aotrouniezh Urk hag Emmeloord
kemmañMeneg kentañ an anv "Urk" a gaver en un testeni roidigezh bet savet e 966 gant an impalaer roman german Otton Iañ e kouent sant-Pantaleon e Köln, ma lenner : cuiisdam insulae medietatem in Almere, que Urch vocatur (un enezenn e-kreiz an Almere, hag a zo anvet Urch).
Ar familh van Kuinre a voe perc'henn war aotrouniezh Urk hag Emmeloord betek 1475. Etre 1475 ha 1614 ez eo ar familh Zoudenbalch eus Utrecht a gemeras he flas.
Etre 1614 ha 1660 e voe ar re Jonkheer van de Werve (ur familh a-bouez eus Antwerpen).
Etre 1660 ha 1792 Urk hag Emmeloord a voe e kumun Amsterdam.
Eus 1792 betek 1950 e voe Urk e proviñs Noord-Holland. Goude-se e voe staget ouzh proviñs Overijssel, a-raok bezañ lakaet e proviñs Flevoland e 1986.
Goude an Eil Brezel-bed e voe kresket Urk war ar polder. Noordoostpolder a voe anvet ivez Urker Land pa voe krouet. Sed orin anv ar gazetenn Het Urkerland a vez embannet en Urk.
Dre un dekred gant ar roue e voe roet he skoed da d'ar 26 a viz Du 1819. E 1965 e voe krouet banniel Urk.
Armerzh
kemmañWar ar peskerezh eo diazezet armerzh Urk. Abaoe m'eo bet krouet an Ijsselmeer ez a pesketaerien Urk betek Mor an Hanternoz. En Urk ez eus un delwenn d'ar besketaerien marvet abalamour d'o micher, lesanvet eo Urker vrouw (maouez Urk).
Politikerezh
kemmañE 2006 e oa 17 dileuriad e kuzul-kêr Urk, ha meret e oa dre ur genunaniezh CU-CDA.
- ChristenUnie : 36,2 % ; 6 dileuriad
- Staatkundig Gereformeerde Partij : 30,4 % ; 5 dileuriad
- CDA : 20,3 % ; 4 dileuriad
- UGB : 13,1 % ; 2 zileuriad
Rannyezh
kemmañEn Urk ez eus ur rannyezh kozh ha distag diouzh an nederlandeg. Implijet e vez stank gant an dud. Gant yezhourien zo ez eo bet savet familh rannyezhoù Urk, an urkeg eo ar yezh nemeti a zo enni[1]. En urkeg ez eus muioc'h a vogalennoù evit e nederlandeg, ha pep vogalenn he deus ur stumm berr ha hir.
Mojenn an Ommelebommelestien
kemmañEn Urk ez eus ur vojenn diwar-benn orin ar babigoù. Er vojenn-se e vez graet anv eus ur roc'h bras a gaver tregont metrad ac'hann da Urk. Anvet eo ar roc'h-se Ommelebommelestien.
Tud vrudet
kemmañ- Albert Cornelis Baantjer (16 a viz Gwengolo 1923), skrivagner
- Gusanne Hakvoort (24 a viz Here 1990), komedian
-
Urk
-
Tour-tan Urk
-
Urk gwelet eus an oabl
-
Kae Urk
Notennoù
kemmañ- ↑ Wilbert Jan Heeringa : Measuring dialect pronunciation differences using Levenshtein distance Skol-veur Groningen
Liamm diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |