Tramor
Tramor, pe tra-mor a-wechoù, a vez lavaret e brezhoneg eus traoù, broioù peurvuiañ, a zo en tu all d'ar mor.
Peurvuiañ e vez implijet ar ger tramor da gomz eus traoù a zo en tu all da Vor Breizh
- evel e-barzh linenn gentañ ar c'han An Alarc'h, e Barzaz Breiz:
- Un alarc'h, un alarc'h tramor...
- en droienn hon breudeur tramor, da ober anv eus ar broioù keltiek all.
Implijet e vez ar ger d'ober anv eus statud douaroù perc'hennet gant Bro-C'hall hag a zo pell diouzh Europa, hag a vez anvet en un doare dizereat restachoù an impalaeriezh
- departamant tramor: departamant gall en Amerika pe e Meurvor Indez
- rannvro tramor: rannvro c'hall en Amerika pe e Meurvor Indez
- tiriad tramor
- Bro-C'hall tramor, anv hollek an holl zouaroù gall tramor, ne vern o statud;
- Loeiz IV Tramor (921-954) roue ar Franked en Xvet kantved.
Komzet e vez eus
- Tiriegezhioù tramor ar Rouantelezh-Unanet, a zo pezh a chom eus an Impalaeriezh Vreizhveuriat.