Tommaso d'Aquino

(Adkaset eus Tomaz Akwino)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Tomaz Akin[1], Tommaso d'Aquino (italianeg), pe Thomas Aquinas (latin), lidet evel ur sant ha Doktor an Iliz gant an Iliz katolik roman a zo bet un doueoniour hag ur prederour italian eus ar re bouezusañ. Graet e vez tomazouriezh eus ar gelenn doueoniel ha prederouriezhel a gaver e skridoù meur ar prederour.
Ganet eo bet e kêriadenn Roccasecca e-kichen Aquino e Rouantelezh Naplez e 1228 ha marvet eo bet e 1274 en abati Fossanova nepell diouzh Latina. Ken reizh e oa e vuhez ma veze graet an Doktor Ael eus outañ. Lidet e vez e ouel d'an 28 a viz Genver (gwechall d'ar 7 a viz Meurzh – deiz e varv – ha d'an 8 gant al Lutherianed).

Super libros de generatione et corruptione

Mont a reas da zominikan war-dro ar bloavezh 1240 ha studiañ a reas en abati Monte-Cassino hag e Naplez. Eno e veze studiet ar brederourien vuzulman, anvet ganeomp Avisenna pe Averroes abaoe ar mare-se. Mont a reas da studiañ e Kölln hag e Pariz e-lec'h ma voe stummet gant sant Alberzh Veur. Evel mestr doueoniour e roas kentelioù e Pariz, Roma ha Naplez. Mervel a reas pa oa war hent Sened-Iliz Lyon.

Preder

kemmañ

Klask a ra Tommaso d'Aquino sevel ul liamm etre ar Poell hag ar Feiz. Evitañ ha pa vefe ar brederouriezh urzhiet hervez ar Poell ne c'hell ket bezañ er-maez eus an doueoniezh, houmañ dindan urzh an Diskuliadur. Un diforc'h a ra etre an doueoniezh diskuliet ha ne c'hell ar Poell nemet prouiñ n'eo ket dibosupl an dogmoù pennañ (an Dreinded, Kelenn krouidigezh ar bed) hag un doueoniezh naturel ha ganti e c'hell ar Poell diskoachañ gwirionezioù evel ar pemp moaien a zo da brouiñ (hervez an doueoniourien) bezañs Doue.
E 1879, dre embann al lizher-meur Aeterni Patris e tisklerias ar pab Leon XIII e stalie an domazouriezh evel maen-stur ar gelenn gatolik.

Oberennoù

kemmañ
 
Super Physicam Aristotelis, 1595
  • Quaestiones disputatae (Dalc'hioù arguzennet)
  • De ente et essentia (Boud hag ezvezout)
  • Summa contra Gentiles (Holladenn a-enep ar Baganed)
  • Summa Theologiae (Holladenn an Douenoniezh)

sellout ouzh

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Gw. Buez ar Zent gant an aotrou Marigo, 1927, p.149. « Thomas Aquin » e embannadurioù koshoc'h.