Teodorig II
Teodorig II (en goteg: Þiudareiks II; ?-466) a voe roue ar Vizigoted eus 453 betek 466, goude lazhañ e vreur henañ Torismond.
E vuhez
kemmañMab e oa d'ar roue Teodorig Iañ, ha d'e eil pried, ar rouanez, ur briñsez got hag a oa merc'h da Alarig Iañ, a greder, pa skrive Sidonius Apollinaris e oa mab-bihan e oa d'ar roue Alarig.
Savet e voe e lez Toloza, ha kelennet e voe gant Eparchius Avitus, prefed Galia, pa ne voe ket skoliet e vreur henañ, Torismondo. Tostoc'h dezhañ eget dezho e oa sevenadur Roma eta.
Perzh a gemeras en emgann ar en 451, e penn ur bagad Goted, e tu ar Romaned, gant e dad Teodorig Iañ hag e vreur henañ Torismond.
Gant e vreudeur en em savas a-enep Torismond a oa o klask kemer kêrioù Arle ha Narbona. Drouklazhañ a reas e vreur Torismond, gant skoazell o breur all Frederico, iset gant ar jeneral roman Aetius ha kemer ar galloud e 453. Evit Toloza, a oa bet kemeret gant Wallia en 418, a chomas kêr-benn ar mestr nevez.
O chom e oa en Toloza. Emglev a eure gant Valentinian III .
Ren ar roue
kemmañE 453 e voe anvet da roue. Ur rouantelezh daoubennek e seblant bezañ bet, gant daou roue : Teodorig hag e vreur Federig, dindanañ moarvat hogen jeneral a-bouez. E "Kronik" Marius Avenches e vez lavaret ur roue anezhañ.
Dizalc'h diouzh Roma
kemmañEn 454 e voe mouget emsavadeg bagaoded Hispania Tarraconensis gant Frederig.
Pa varvas Aetius, en 455, e roas Teodorig harp da Avitus en ur vodadeg pennoù bras galian-roman e Beaucaire, ma voe anvet Avitus da impalaer ar C'hornôg en Arle, hag anavezet en Italia ; harp a roas ivez da Peonius da vezañ prefed ar pretordi.
An impalaer Majorian a reas emglev a-nevez gant Teodorig II en 458. Darempredoù mat en devoa gant Sidoine Apollinaire, mab-kaer da Avitus, hag eskob Clermont, a veneg Teodorig meur a wech. Hervezañ e oa ur roue speredek ha desket, gwareger mat, arian ha feiz, hep bezañ gredus, na troet enep ar gatoliked[1], goude ma klaske bihanaat galloud an eskibien, ha krouiñ keodedoù hep galloud katolik enne, evel Baiona-Lapurdum, ha ma eveshae kumuniezhioù katolik e rouantelezh. Kouviañ ouzh e daol a reas an eskob Orens, eus Auch, hag aotre a roas dezhañ da vennigañ ar meuzioù; degemer a roas da eskob Saintes, Vivien e anv, a oa deuet da c'houlenn skañvaat bec'h an tailhoù war e genfeizidi.
Politikerezh kreskiñ
kemmañAn emglev a beoc'h entre Sueved ha Goted, goude eured c'hoar Teodorig II da Réchiaire, ne badas nemet betek marv ar roue suev en 455. Teodorig II envoya une ambassade auprès du roi des Suèves pour maintenir la paix. Mais les Suèves attaquent la Tarraconaise. Sous couvert de l'autorité romaine, Théodoric II mène en personne des attaques enep Galiza ha Lusitania : kemer a reas Braga en 455 hag adarre en 457, Merida en 456, preizhata Astorga (5 Here) ha Palencia en 457 ; tapet e voe Réchiaire ha lazhet. Pa voe distro da Akitania e roas galloud d'e jeneraled wizigot, an dug Sunerig ha Cyrila, evit derc'hel an urzh e kornôg Iberia. En 460, e klaskas ober da Remismond
En 463 e reas tro wenn pa glaskas aloubiñ lezioù al Liger a oa dindan Aegidius, ha trec'het e voe en emgann Orleañs. Eno e voe lazhet e vreur Frederig. Met gant marv Aegidius e teuas a-benn da zistreiñ da ren war lez al Liger en-dro da Orleañs.
Embann Teodorig II
kemmañPetra bennak ma veze lavaret e oa Teodorig II e penn ur stad stag ouzh Roma e oa ur rouantelezh zizalc'h a-grenn : war-dro 450
154 chabistr a oa el lezenn-se, savet war skouer ar gwir roman. Ur skrid da lakaat peoc'h er rouantelezh e oa da vezañ, met ul levr kastizoù e oa kentoc'h, hag a aoze an tu da sachañ arc'hant digant an dud kastizet.
Hervez ar skrid e oa div bobl en e rouantelezh: ar Varbared hag ar Romaned, ha daou rumm tud: ar re frank hag ar re difrank. Lakaet e voe reolennoù d'ar skraperezh-gwragez, ha kastizet ar skraperien hag o harperien. N'hall ket un intañvez addimeziñ e-pad bloaz goude marv he fried,
Sevel a ra roll an torr-dimezioù aotreet (avoultrerezh graet gant ar wreg, lazhañ un den gant ar gwaz, ...), ar reolennoù-kastiz d'ar wallerien hag ar werzherien bugale, d'an dud frank ha d'ar sklaved, ha gwareziñ a reas ar gwragez diouzh gwalloberoù o friedoù, o tifenn na vije prosezet ouzh ar wreg e-lec'h ouzh he fried.
E varv
kemmañDic'houzouget e voe gant e vreur Eurig, a oa arian gredus.