Stlejvil
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Reptilia | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar stlejviled, pe skrampviled, zo loened mellkeinek bevvic'haner pe vic'haner, goloet o c'hroc'hen gant skant.
Unan eus ar 5 kevrennad a ya d'ober ar mellkeineged int. Ar bronneged, an evned, an divelfenneged hag ar pesked eo ar re all.
Emdroadur
kemmañDont a ra ar stlejviled eus tetrapoded dielfennek o doa emdroet betek bezañ gouest da zozviñ ha da vevañ da vat en diavaez eus an dour. Daoust ma eneber alies ar stlejviled ouzh strolladoù mellkeineged all, evel an evned pe ar bronneged, eo diboell ar mod-se da rummata ar vellkeineged war tachenn o emdroadur. An evned, diskennidi an dinosaored, a zelfe bezañ sellet evel stlejviled, koulz hag ar bronneged, a zo diskennidi eus ar stlejviled sinapsid. E-diabarzh strollad al loened ar reer "stlejviled" anezho e kaver lod, evel ar c'hrokodiled, a zo tostoc'h d'an evned eget d'ar glazarded pe d'ar baoted, a-fet kerentiezh.
Rummatadur
kemmañ4 urzhiad ha war-dro 8 000 spesad stlejviled zo :
- Urzhiad Crocodilia (Krokodiled...)
- Urzhiad Sphenodontia (Tuataraed)
- Urzhiad Squamata (Naered, Glazarded...)
- Urzhiad Testudines (Baoted)