Star Wars (Brezelioù ar stered) a zo un hollved krouet gant ar filmaozer stadunanat George Lucas. Bez' en deus evel orin an heuliad filmoù, doare skiant-faltazi space opera, savet gant tri rann, sevenet etre 1977 ha 1983.

Star Wars
media franchise, merk
MoranvSq'tah Anaa' Kemmañ
Anv berrSW Kemmañ
TitlStar Wars Kemmañ
LuskadNew Hollywood Kemmañ
Perc'hennet gantLucasfilm, Walt Disney Studios, The Walt Disney Company Kemmañ
Krouet gantGeorge Lucas Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.starwars.com/ Kemmañ
FandomStar Wars fandom Kemmañ
Logo Star Wars.

Ar saga a oa savet, hervez an aozer, evit ma vefe nav film. George Lucas en deus choazet kregiñ da seveniñ ar pevare pennad avat, dre ma oa diaesoc'h sevel ar re all gant teknikoù sinema ar mare-se, ha dre ma oa dedennusoc'h an istor.

Dre berzh an hollved ez eo bet astennet bed Star Wars dre levrioù, tresadennoù-bev, c'hoarielloù, c'hoarioù-video, dilhad, hag a bep seurt produioù deveret. An hollad nav film, a vez graet eus outo ar "Skywalker Saga", ha lakaet eo bet o anv evit an Academy Awards, ha trec'h int bet evit an daou film kentañ. Ma vez kemeret anezho hag ouzhpennet an daou all Rogue One (2016) ha Solo (2018), ez eus bet rastellet ouzhpenn 10 miliard US$, ar pezh a laka Star Wars da vezañ an trede frañchiz filmoù spletusañ eus istor ar sinema.

Tudennoù

kemmañ

Tudennoù pennañ

kemmañ

Luke Skywalker : Haroz pennañ Brezelioù ar steredenn adalek ar film ur Spi nevez. Mab Vader an Teñval eo eñ ha breur Lena Organa ivez. Ur paotr ti-feurm eo e penn-kentañ a-raok pleustriñ gant Ben Ar Fur (Obi-Ouan Kenobi).

Anakin Skywalker / Darth Vader : Enebour pennañ an heuliad. Ur sklav 'oa pa 'oa yaouank. Dizoloet eo bet gant Kin-Kon Jin evit e berzhioù dreistordinal, ha kelennet gant Obi-Ouan Kenobi da c'houde e varv evit bezhañ ur Jedi. Troet eo bet davet an Nerzh Teñval gant ar Senadour Palpatin, e gwirionez an Impalaer Sith Sidiouz an Teñval.

Han Solo

Lena Organa

Obi-Wan Kenobi : Studier Kin-Kon Jin, mestr Anakin ha da c'houde Luk Pourmen-aer. Mont a ra da guzhat war Tatouin dindan an anv faos a Ben Ar Fur.

Penn-Jedi Ioda

Darth Sidious : Eil Enebour pennañ an istor. E wir anv a zo Palpatin, bet Senadour er Republik a-raok lakaat war-bleutr an Urzh 66 evit lazhañ ar Jedied ha bezañ Impalaer. Bountet n'eus Anakin da dreiñ fall.

Tudennoù a eil renk

kemmañ

Qui-Gon Jinn

Mace Windu

Darth Maul

Filmoù

kemmañ

Teir-oberenn gentañ - Rann IV, V ha VI

kemmañ

Etre 1977 ha 1983 eo deuet er-maez ar c'hentañ teir-oberenn.

Star Wars, a zo deuet er-maez e 1977. Klokaet hag astennet eo bet titl ar film tamm-ha-tamm en Episode IV : A New Hope (Rann IV : Ur spi nevez).

The Empire Strikes Back (Enepstourm an Impalaeriezh), a zo deuet er-maez e 1980, renet gant Irvin Kershner. Klokaet hag astennet eo bet titl ar film tamm-ha-tamm en Episode V: The Empire Strikes Back (Rann V : Enepstourm an Impalaeriezh).

Return Of The Jedi (Distro ar Jedi), a zo deuet er-maez e 1983, renet gant Richard Marquand. Klokaet hag astennet eo bet titl ar film tamm-ha-tamm en Star Wars: Episode VI – Return of the Jedi (Distro ar Jedi).

Eil teir-oberenn - Rann I, II ha III

kemmañ

Etre 1999 ha 2005 eo deuet er-maez an eil teir-oberenn.

Episode I: The Phantom Menace (Rann I : Gourdrouz ar spes), a zo deuet er-maez e 1999 renet gant George Lucas. Ar pevare film eo da zont er maez, met hervez kronologiezh hollved Star Wars e kont penn kentañ an istor, setu perak e vez graet an rann I outañ.

Episode II: Attack Of The Clones (Rann II : Argad ar c'hlonoù), a zo deuet er-maez e 2002 renet gant George Lucas.

Episode III: Revenge Of The Sith (Rann III : Dial ar Sith), a zo deuet er-maez e 2005 renet gant George Lucas.

Trede teir-oberenn - Rann VII, VIII ha IX

kemmañ

Adalek 2015 e teu maez an trede teir-oberenn.

Episode VII: The Force Awakens (Rann VII : Dihun an Nerzh), a zo deuet er-maez e 2015 renet gant J. J. Abrams.

Episode VIII: The Last Jedi (Rann VIII : Ar Jedi Diwezhañ), a zo deuet er-maez e 2017, sevenet gant Rian Johnson.

E 2018 ne anavezer ket c'hoazh titl ar rann IX, a vo sevenet gant J. J. Abrams adarre, da vezañ deuet er-maez e 2019.

Filmoù all

kemmañ

Star Wars: The Clone Wars (Star Wars : Brezelioù ar c'hlonoù), a zo ur film fiñvetaer deuet er-maez e 2008, renet gant Dave Filoni. Kontañ a ra darvoudoù c'hoarvezet etre ar rannoù III ha IV.

Rogue One: A Star Wars Story (Rogue One : Un istor eus brezelioù ar steredenn), a zo deuet er-maez e 2016, renet gant Gareth Edwards. Kontañ a ra darvoudoù c'hoarvezet dres a-raok darvoudoù ar rann IV.

E 2018 e tlefe ur film diwar-benn Han Solo dont er-maez.

Levrioù

kemmañ

Ur romant a zo bet embannet ivez e 1976, gant un nebeud disheñvelderioù. Daou bennad all an teir-oberenn a zo bet sevenet ur pennadig amzer goude.

Kalzig à skrivagnerien o deus skrivet en ur implij hollved Star Wars, darn o heuliañ roudoù ar filmoù, ha lod all o ijinañ darvoudoù nevez n'int ket feal ouzh ar pezg a c'hoarvez er filmoù.

C'hoarioù video

kemmañ

E touesk an niver vras a c'hoarioù video bet savet diwar hollved Star wars e c'heller menegiñ :

An heuliad a reas ur berzh etrevroadel divent. Evit esplegañ ar berzh-mañ, daoust d'an diouer a arc'hant : ar budjet a oa bihan a-walc'h, e-tro 10 milion a zollaroù (eus ar c'houlz-se), hag an aktourien dianavezet. Diskleriet e vez alies ar faktorioù a-heul :

  • An efedoù arbennik, meret gant Ken Ralston, a oa nevezer, ha gant John Dykstra, en deus kemeret perzh hag en deus diorroet un doare nevez da lakaat al listri da "fiñval", filmet gant ur c'hamera jedet he fiñvioù gant an urzhiataer, an Dykstraflex (diwar tenkink ar motion control).
  • Ar sonerezh, aozet gant John Williams, gant tonioù hag a zo bremañ anavezet-tre.

...